Strizh-mor Cabot

Etre Kab Ray, e enez an Douar-Nevez, ha Kab North, e enez ar C'hab Breton (Skos-Nevez), emañ strizh-mor Cabot, e reter Kanada. Ar strizh-mor, dezhañ war-dro 110 kilometr ledander, eo an hini ledanañ eus an tri hent etre pleg-mor Sant-Laorañs hag ar Meurvor Atlantel, ar re all o vezañ strizh-mor Belle Isle ha strizh-mor Canso. Anvet eo diwar anv an ergerzher italian Giovanni Caboto pe John Cabot e saozneg.
Un hent-mor strategel eo bet ar strizh-mor a-hed istor Kanada hag an Douar-Nevez, hag un hent-mor etrebroadel a bouez eo c'hoazh hiziv dre ma'z eo an hent pennañ a liamm an Atlantel ouzh porzhioù diabarzh al Lennoù Bras hag Hent-mor ar Sant-Laorañs. Treuzet e vez bemdez gant ar "Marine Atlantic Ferry Service", a liamm Channel-Port aux Basques e su an Douar-Nevez ouzh North Sydney, e Skos-Nevez. Treuzet e vez ar strizh-mor gant bigi abaoe 1898, hag ur fun telegrafek dindanvor a voe staliet e 1856 e-barzh raktres ar fun telegrafek treuzatlantel.
E miz Here 1942, an U-boot alaman U-69 a dagas hag a gasas d'ar strad ar vag SS Caribou eus an Douar-Nevez, o lazhañ 137 den.[1] Ha d'ar 25 a viz Du 1944 e voe taget ha kaset d'ar strad an HMCS Shawinigan hag an holl dud warni (91 den) gant al lestr-spluj alaman U-1228.[2]
E 1998, an traker kiprian MV Flare a voe rannet e daou e strizh-mor Cabot pa oa o vont eus Rotterdam da Gebek, ha 21 den a voe beuzet.[3]
Enez Sant-Paol, lec'hiet er strizh-mor hag a lakaas listri diniver da beñsea, en amzer ar merdeiñ-dre-lien, a zo lesanvet bered ar Pleg-mor (Sant-Laorañs).
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Caribou (Steam merchant) - Ships hit by U-boats - uboat.net
- ↑ The Sea is at our Gates : The History of the Canadian Navy gant Tony German, 1990, embannet gant Clelland and Stewart Inc., Toronto, gwelout al liamm web (ISBN 978-0-7710-3269-1)
- ↑ Ship owners sued for 1998 sinking, 16 a viz Du 2000