Kanol Beagle

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Strizh-mor Beagle)
Kanol Beagle

Kanol Beagle zo ur strizh-mor etre inizi Douar an Tan, an enezeg a zo e penn suañ Suamerika. Dispartiañ a ra Isla Grande de Tierra del Fuego diouzh an inizi Nueva, Picton, Lennox, Navarino, Hoste, Londonderry, Enez Stewart ha re all bihanoc'h c'hoazh er su.
Al lodenn reter a ya d'ober ar vevenn etre Chile hag Arc'hantina, met al lodenn gornôk zo e Chile.

Kanol Beagle

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet e voe ar ganol diwar anv al lestr Beagle a deuas d'ober un droiad studi e beg Suamerika etre 1826 ha 1830. E penn an droiad e oa Phillip Parker King, hag e penn ar Beagle e oa ar c'habiten Pringle Stokes a en em lazhas. En e lec'h e voe anvet Robert FitzRoy da gabiten. En eil beaj al lestr e oa ar c'habiten FitzRoy e penn ar Beagle, ha Charles Darwin a veajas war e vourzh. D'an 29 a viz Genver 1833 e tegouezhjont er Ganol Beagle.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.