Stourpaine

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Stourpaine (Dorser))
Stourpaine
Iliz-parrez Stourpaine

Stourpaine (distaget [staʊrˈpeɪn] e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur barrez keodedel eus kreisteiz Bro-Saoz, e kontelezh Dorset.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kichen Stourpaine emañ Hod Hill, ma voe ur c'hreñvlec'h gant an Durotriges da vare Oadvezh an Houarn. Kemeret e voe ar c'hreñvlec'h-se gant ar Romaned, renet gant Vespasianus, er bloavezh 43. Savet e voe savet ur c'hamp roman 200 m² eno.

Meneget eo ar c'hreñvlec'h-se e Douaroniezh Klaudios Ptolemaios II, 3, 13 : Dunium. Talvezout a ra dunum, dunium kement ha kreñvlec'h", "kêr(-benn)", da lavaret eo kêr-benn an Durotriges[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Rivet & Smith, The Place-names of Roman Britain, Batsford Ltd, p. 344