Mont d’an endalc’had

Stourmerezh

Eus Wikipedia
Stourmerien Greenpeace en un abadenn enep-nukleel e Rio de Janeiro e 2009

Ar stourmerezh a zo un engouestl da stourm evit un abeg bennak, pa vefe politikel, sokial, kevredigezhel hag all. Ar ger stourmer a zo ledan awalc'h e stêr, met dre vras ez eus kaoz eus un den ha n'eo ket nag ur milour nag ur politikour met kentoc'h un den hag a zo oberiant er gevredigezh e mod pe vod. Komz a rafed eus un engouestl keodedel hiziv hon deiz, zoken ma ne glot ket gant an doareoù da stourm er mareoù istorel a-raok an XXvet kantved.

Stourmerien ar c'hantvedoù a-raok an XXvet kantved a veze kentoc'h emsaverien, evel Sebastian ar Balp da skouer, e penn un emsavadeg kouerien er XVIIvet kantved. Met ar ger emsav a vez implijet c'hoazh evit komz resisoc'h eus an Emsav breizhat. Rezistanted an Eil Brezel-bed a c'hall bezañ gwelet evel stourmerien peogwir ne oant na milourien na politikourien. Gant an XXvet kantved eo deuet da vezañ liesseurtoc'h an abegoù da stourm : ar peoc'hgarouriezh, an dieubidigezh vroadel evit ar broadoù hep Stad, gwarezh ur yezh pe ur sevenadur, gwirioù mab-den, en o zouez ar gwirioù keodedel (maouezed, minolorezhioù...), an endro, hevoud al loened, ar c'henwerzh reizh, hag all.

Un disrannad politikel a zo ur seurt stourmer o talañ ouzh ur galloud politikel en ur embann n'eo ket a-du gant an tu kemeret gant ar galloud-se. Alies int tud dibar dre o obererezh pe o micher, ha stourm a reont en o-unan. Brudet eo disrannidi ar mare soviedel, da skouer Soljenistyn ha Sac'harov.

Stourmerezh : ur c'harr-samm enep-bevflañcherezh war bord an hent e Montpelhièr, gant luganoù liesseurt.

Ar stourmerien a c'hall kemer an armoù hag en em gannañ a-enep ur galloud bennak, pe ober gant doareoù feuls all, met doareoù all zo deuet adalek fin an XIXvet kantved evit stourm war dachenn ar soñjoù : emvodoù, pegañ skritelloù ha pegsunioù, reiñ traktoù, manifestiñ, kerzadegoù, sinadegoù, sit-in, boikot, harz-labour, harz-debriñ... An oberezhioù zo liesseurt, lod anezho a c'hall bezañ er-maez lezenn.

Ar sacherien evezh a zo ur seurt stourmerien hag a sach evezh an dud war un droukskouer bennak, alies dre ar mediaoù.

Adalek an XXIvet kantved eo deuet war-wel doareoù nevez da stourm dre internet : endalc'hadoù video, war YouTube da skouer, pe ar rouedadoù sokial. Levezonerien a sach miliadoù, a-wechoù milionoù a selaouerien pe arvesterien. Ar seurt nevez a stourmerien-se a c'hall bezañ anvet difretour peogwir int oberiant kenañ hag ober a reont gant binvioù galloudus hag efedus. Ar brezegenn met ivez ar skeudenn a zo a-bouezh er modoù nevez-mañ da stourm ezlinenn hag enlinenn.