Mont d’an endalc’had

Stourm enep-tank

Eus Wikipedia
brezel enep-tank
Iskevrennad eusbrezel war zouar, harp-tan nij a-dost Kemmañ
A implijanti-tank weapon Kemmañ

Brezel enep-tank a vez graet eus hollad kadoniezhoù, taktikoù hag armoù savet evit talañ pe distruj ar c'harrbedoù hobregonet enebour, dreist-holl an tankoù. Ganet eo an doare brezel-se e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed pa oa bet implijet an tankoù e 1916, hag e oant deuet buan da vezañ un diazez er brezel war zouar. Gant an amzer o redek, ar brezel enep-tank a zo troet eus unan a-dost d'unan a-bell gant armoù lies, eus armoù da bannañ pe stagañ gant dorn an droadeien ha kanolioù enep-tankoù betek misiloù sturiet haz munisionoù bannet diouzh an oabl.

Skouadron chaseal tankoù eus ar British Indian Army gant armoù enep-tank ha kokteloù Molotov en Norzhafrika, d'ar 6 a viz Here 1940

Ar stourm enep-tankoù a zo bet unan o kemm buan e-kerzh an Eil Brezel-bed, o tegas e-leiz a armoù da zougen gant an droadegiezh.

Ur c'hanol Ordnance QF 17-pounder saoz sachet gant un half-track en Italia, 1añ a viz Gwengolo 1944

A-hed ar Brezel yen eus 1947 betek 1991, Stadoù-Unanet Amerika hag URSS gant o harperien a oa bet o labourat kreñv evit sevel ha gwellaat an armoù enep-tankoù.

Abaoe fin ar Brezel yen, ez eo deuet war-wel riskloù nevez evit an tankoù pe karbedoù hobregonet all evel an ardivinkoù-Tarzh Primaozet.

E-kerzh Aloubadeg Ukraina gant Rusia, an Dronoù ha munisionoù roder a zo bet o kemer muioc'h-muiañ a blas en armoù ha strategiezhoù enep-tankoù.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan