Storojova zastava
| Tachenn | film fantazi, time-travel film |
|---|---|
| Deiziad embann | 12 Her 2017 |
| Bro orin | Ukraina |
| Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | ukraineg |
| Sevener | Yuriy Kovaliov |
| Senarioour | Oleksandr Dermanskyi, Yuriy Kovaliov, Yaroslav Voytseshek |
| Komedianeta | Danylo Kamenskyi, Eva Koshova, Roman Lutskyi |
| Dasparzher | Netflix |
| Liv | liv |
| Lec'hienn ofisiel | http://storojovazastava.com |
Storojova zastava (ukraineg : Сторожова́ заста́ва, "Ar post gward" ; titl saoznek : The Stronghold, "Ar c'hreñvlec'h") zo ur film fantazi avantur ukrainat azasaet diwar al levr heñvelanvet gant Volodymyr Rutkivskyi ha filmaozet gant Yuriy Kovalyov. Produet gant Egor Olesov ha Yuriy Prylypko, embannet e oa bet en Ukraina d'an 12 a viz Here 2017. Kontañ a ra ar film istor Victor, ur skoliad en deiz-ha-hiziv, hag en em gav kantvedoù en a-raok en amzer dremenet.
Produerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Storozhova zastava eo ar c'hentañ film hir gant ar filmaozer Yuriy Kovalyov.[1]
Al levr heñvelanvet gant Volodymyr Rutkivskyi a oa bet azasaet e stumm ur senario gant Sashko Dermanskyi ha Yaroslav Voitseshek[2]. Ar gwiskamantoù a oa bet treset gant Antonina Belinska hag embannet he devoa he doa bet ezhomm ur miz evit dont a-benn da sevel an tresadennoù anezho. "Labouret start hon eus o studiañ mammennoù istorel, ha kenlabouret hon eus gant istorourien koulz ha gant adsaverien istorel. Goude-se hon eus ouzhpennet munudoù evit bravaat ar skeudenn hag an aroueziañ, hag o'n em ziazezañ war kement-mañ hon eus krouet gwiskamantoù an tudennoù", he deus embannet an itron Belinska[2].
Aktourien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Danylo Kamenskyi evel Viktor
- Yeva Kosheva evel Olenka
- Roman Lutskyi evel Oleshko
- Oleh Voloshchenko evel Illya
- Oleksandr Komarov evel Dobrynya
- Heorhiy Derevianskyi evel an den kozh Ovsiy
- Stanislava Krasovska evel Rosanka
- Nataliya Sumska evel Mylanka
- Yerzhan Nurymbet evel Andak
- Yerbolat Tohuzakov evel Shaman
- Ivan Denysenko evel Tugarin
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) IMDb. Kavet : 03 Ebr 26..
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Таисия Бахарева (November 24, 2015). Актер Роман Луцкий: "Наконец-то из сундуков истории достают наших национальных героев" (RU). Fakty.ua. Diellet er skrid orin d’an March 20, 2016.
- ↑ 2,0 ha 2,1 Олександра Васильєва (23 November 2015). Школяр Вітя через портал часу потрапить в Київську Русь - зйомки фільму про українських супергероїв "Сторожова застава". «Газета по-українськи». Diellet er skrid orin d’an 20 March 2016.