Mont d’an endalc’had

Stielhandgranate

Eus Wikipedia
Ur soudard alaman o teurel ur Stielhandgranate 24 war talbenn Rusia (1941)

Stielhandgranate (brezhoneg : "greunadenn-zorn gant ur vazh") eo an termen implijet evit envel ur rummad greunadennoù, dezhe un dornell goad e stumm ur vazh, ijinet en Impalaeriezh alaman e deroù ar Brezel-bed kentañ hag implijet gant meur a vro e brezelioù hanterenn gentañ an XXvet kantved. Mont a raent en-dro en ur ziviñsañ ur golo e traoñ an dornell hag en ur sachañ war un neudenn stag ouzh an tarzher, a lakae ur gargad danvez-tarzh enbarzhet en ur granenn da darzhañ goude un nebeud eilennoù. Unan eus armoù an Eil Brezel-bed aesañ da anavezout eo abalamour d'e stumm dibar.

Div Stielhangranate 15 (a-gleiz) savet da vare ar Brezel-bed Kentañ

Stielhandgranate 15

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E deroù ar Brezel-bed kentañ e oa pourveziet an arme alaman gant daou seurt greunadennoù, soñjet evit tagañ mogerioù-kreñv kentoc'h : ar Kugelhandgranate Uhrwerkzünder, dezhi ur stumm ront hag ur mekanikerezh-tarzh daleet gant ur munuterezh, hag ar Kugelhandgranate Brennzünder, entanet dre ur vechenn. Ponner e oant (750 gram evit ar Kugelhandgranate Brennzünder da skouer) ha diaes da vannañ pell neuze. Marvus e oa o zammoù war-hed ouzhpenn 100 metr goude an darzhadenn, ar pezh a oa dañjerus evit ar soudarded alaman o-unan. Ouzhpenn-se e oa diaes da broduiñ ar greunadennoù-mañ a-yoc'h, ha diviet e voent buan goude deroù ar brezel[1].

Ar soudarded en trañcheoù a oa krog da stagañ ar greunadennoù kentañ rummad-mañ tro-dro da vizhier koad evit gellet bannañ anezhe pelloc'h. Diwar-se e voe ganet soñj ar Stielhandgranate. Ar skouerennoù kentañ anezhe a voe implijet adalek nevez-amzer 1915. Da gentañ e oant prest da servijout en ur vont er-maez eus an uzinoù, met dañjerus e tiskouezas bezañ ha divizet e voe dispartiañ evit an treuzdougen ar penn, ennañ an danvez-tarzh, hag an tarzher. Stielhandgranate 15 e voe anvet ar c'hreunadenn-mañ. 700 gram a bouez a oa enni. He fenn, dezhañ 60 mm ledander, ennañ 250 gram amonal hag outañ ur c'hrog evit gellet stagañ ar c'hreunadenn ouzh ur pezh-lifre, a c'halle bannañ tammoù metal betek 15 pe 20 metr pa darzhe[1].

Ur Stielhandgranate 24

Stielhandgranate 24

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust da feur-emglev Versailhez e kendalc'has an Alamaned da ziorren armoù er bloavezhioù 1920. E 1924-1925 e voe kinniget ur stumm nevez eus ar c'hreunadenn, enni 165 gram TNT. Tennet e voe ar c'hrog a servije da stagañ anezhi ouzh dilhad, ha bihanaet e voe he fenn[2]. Stielhandgranate 24 e voe anvet. Ar re-se a servijas d'ar Wehrmacht ha d'an nerzhioù alaman all da vare an Eil Brezel-bed. Marvus e oant betek 12 metr, ha tarzhañ a raent pemp eilenn goude bezañ sachet war an neudenn. Un isstumm savet evit bezañ implijet er yenijenn a voe anezhi. Gellet a raer hec'h anavezout a-drugarez d'al lizherenn K livet warni. Treuzdouget e veze peurliesañ ar Stielhandgranate 24 e boestoù metal, 15 skouerenn eus an arm e pep hini anezhe[3]. Boestoù koad a voe savet e-pad ar brezel ivez evit chom hep implijout re a vetal[4].

Nebelhandgranate 39

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1939 e voe kinniget ar stumm-mañ, deveret eus ar Stielhandgranate 39. Sevel a rae ur goumoulennad voged pa darzhe. Implijet e veze war an dachenn evit kuzhat ar soudarded diouzh selloù o enebourien. Kelc'hiet e oa o fenn gant ur vandenn wenn livet. Tres he bazh a voe cheñchet ivez evit gellet disheñvelaat anezhi eus ar re enne danvez-tarzh en deñvalijenn[5].

Ur Stielhandgranate 43

Stielhandgranate 43

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur stumm simplaet c'hoazh e oa homañ, hag a voe ivez an hini diwezhañ produet gant an Trede Reich. Ensoc'het e oa ar sistem entanañ er penn war-eeun a-benn simplaat produiñ ar c'hreunadenn adalek 1943[2].

Ouzhpenn en Alamagn e voe implijet stummoù ar Stielhandgranate en ur mod ofisiel gant Sveden hag an Impalaeriezh otoman. Pourveziet e voe reoù da Aostria-Hungaria betek 1918. Seziset hag implijet e voe ivez skouerennoù anezhe goude ar Brezel-bed Kentañ pe e-pad en Eil Brezel-bed gant Frañs pe an URSS da skouer.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (en) Stielhandgranate 24, Intro & History, Bergflak (lennet d'ar 04/02/2025)
  2. 2,0 ha2,1 (en) German Mod.24 - Mod.43 Stielhandgranate "Stick Hand Grenade", Inert-Ord (lennet d'an 03/02/2025)
  3. (en) Model 24 Stielhandgranate Grenade, WW2 Database, miz Ebrel 2011 (lennet d'an 03/02/2025)
  4. (en) Stielhandgranate 24, Packing material, Bergflak (lennet d'ar 04/02/2025)
  5. (en) Nebelhandgranate 39 and smoke in general, Bergflak (lennet d'ar 04/02/2025)