Mont d’an endalc’had

Steyr Scout

Eus Wikipedia
Steyr Scout


Ur garabinenn Steyr Scout
Kinnig
Bro  Aostria
Doare Karabinenn, Scout Rifle
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 5,56 × 45 mm NATO
6,5 mm Creedmoor
7 mm-08 Remington
7,62 × 51 mm NATO
.17 HMR
.22 Long Rifle
.22 WMR
.223 Remington
.243 Winchester
.308 Winchester
.376 Steyr
Ijinerien Jeff Cooper
Ulrich Zedrosser
Elmar Bilgeri
Produer Steyr Arms
Mare produiñ Abaoe 1997
Perzhioù teknikel
(hervez an adstummoù)
Mas 3,2 kg
Hirder 980 mm
Hirder ar c'hanol 482 mm

Endalc'h Karger fiñv eeun 5 pe 10 kartouchenn
(4 pe 8 kartouchenn e .376 Steyr)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar Steyr Scout zo ur garabinenn produet gant an embregerezh aostrian Steyr abaoe 1997, diwar ur c'henlabour gant ar Stadunanad Jeff Cooper, ijinour ar meizad Scout Rifle, adalek deroù ar bloavezhioù 1990[1]. Hemañ a choazas an embregerezh aostrian evel sevel e arm meizadel pa ne felle ket d'ar broduerien stadunanat en ober, emezañ[2].

Pa voe gwerzhet adalek dibenn ar bloavezhioù 1990 e veze pourveziet ar Steyr Scout gant ur senklenn doare Ching sling. Kambret e oa da gentañ e .308 Winchester, hag ur stumm e 7 mm-08 Remington a voe anezhañ ivez pa oa difennet ar c'halibr kentañ e meur a vro european[2]. Produet eo bet e meur a galibr dibaoe. Ur gulasenn dre vorailh ijinet gant Steyr hag anvet SBS (Safe Bolt Action) he deus. Savet eo un daoubez warni : hemañ a ziskouezas bezañ siek war armoù 'zo e deroù ar produiñ. Ur reilh Weaver a zo war ar garabinenn evit sevel ul lunedenn warni.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) McCOLLUM Ian, The Steyr Scout: Jeff Cooper’s Modern Day Frontier Rifle, Forgotten Weapons, 18/06/2017 (lennet d'an 21/07/2025)
  2. 2,0 ha2,1 (en) Mark A. Keefe IV, The Scout Rifle Realized, American Rifleman, embannet da gentañ e miz Gwengolo 1998 (lennet d'an 21/07/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan