Stevie Ray Vaughan
Neuz

Stevie Ray Vaughan, ganet d'an 3 a viz Here 1954 e Dallas (Texas) ha marvet d'ar 27 a viz Eost 1990 e East Troy (Wisconsin), a oa ur sonaozour ha gitarour stadunanat. Gwelet e vez alies evel unan eus gitarourien wellañ an istor[1] evit ar perzh en deus c'hoariet e luskad reneveziñ ar blues er bloavezhioù 1980, asambles gant e strollad Double Trouble. Mervel a reas en ur gwallzarvoud biñsaskell e 1990, goude ur sonadeg e Wisconsin[2].
Kemeret en doa perzh e enrolladenn ar bladenn Let's Dance evit David Bowie (1983), ha sonet en doa gant meur a arzour brudet evel Buddy Guy pe Eric Clapton[3]. Peurliesañ e rae gant gitaroù Fender Stratocaster.
Pladennoù studio
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Texas Flood (1983)
- Couldn't Stand the Weather (1984)
- Soul to soul (1985)
- In Step (1989)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) FRICKE David, 100 Greatest Guitarists: David Fricke’s Picks, Rolling Stone, 03/12/2010 (lennet d'an 10/03/2025)
- ↑ (en) HILBURN Robert, Stevie Ray Vaughan, Guitar Great, Dies in Copter Crash : Music: The Grammy-winning performer had just completed a Wisconsin concert. Four others are killed., Los Angeles Times, 28/08/1990 (lennet d'an 10/03/2025)
- ↑ (en) ERLEWINE Stephen Thomas, Stevie Ray Vaughan, AllMusic (lennet d'an 10/03/2025)