Stevie Nicks

Eus Wikipedia
Stevie Nicks

Stevie Nicks eo anv micher Stephanie Lynn, ganet e 1948 e Phoenix (Arizona), kanerez ha sonaozerez stadunanat brudet he labour gant al laz saoz Fleetwood Mac. Lesanvet eo bet "The Reigning Queen of Rock and Roll" hag unan eus "100 meurañ kanerien a-viskoazh " gant Rolling Stone,[1],[2].

E miz Kerzu 1974 e oa kroget da ganañ gant Fleetwood Mac, gant he c'hompagnun eus ar mare, ar gitarour Lindsey Buckingham. Berzh a reas o albom Rumours, 31 sizhunvezh pad e voe niverenn 1 e SUA , ha tost da 42 milion a skouerennoù zo bet gwerzhet en holl, ha gant se eo an 8vet albom muiañ gwerzhet biskoazh.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 100 Greatest Singers of All Time, No. 98, Stevie Nicks. Rolling Stone. Kavet : 31 Here 2012.
  2. 1981 Rolling Stone Covers: RS351: Stevie Nicks. Rolling Stone (September 3, 1981). Kavet : 5 Here 2011.