Steve Jobs

Steve Jobs o tiskouez an iPhone 4 e 2010
Steven Paul Jobs (24 a viz C'hwevrer 1955 – 5 a viz Here 2011) a oa ur stlennegour stadunanat, kensavet gantañ e 1976 ar gevredigezh Apple, ha lakaet da "tad" ijinadennoù brudet er bed a-bezh evel an urzhiataer Macintosh, an iMac, an iPod, an iPad
Bez' e oa ivez penn-rener (CEO, Chief Executive Officer) ha perc'henen darn vrasañ Pixar ; bez' e oa ivez krouer an embregerezh NeXT.
Jobs ha Steve Wozniak, kenkroueri Apple, a vez lakaet war-raok evel diazezourien reveulzi an urzhiataerezhioù hag ar stlenneg er '70 ha '80.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e oa bet Jobs e San Francisco, Kalifornia, met lakaet e voe da advabañ pa voe ganet.