Steve Buscemi
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | Steven Vincent Buscemi |
| Anv-bihan | Steven, Vincent, Steve |
| Anv-familh | Buscemi |
| Deiziad ganedigezh | 13 Kerzu 1957 |
| Lec'h ganedigezh | Brooklyn |
| Breur pe c'hoar | Michael Buscemi |
| Pried | Jo Andres |
| Bugel | Lucian Buscemi |
| Yezh vamm | saozneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Bet war ar studi e | Lee Strasberg Theatre and Film Institute, Nassau Community College, Valley Stream Central High School |
| Lec'h annez | Brooklyn |
| Deroù ar prantad labour | 1985 |
| Filmadurezh | Steve Buscemi filmography |
| Prantad | XXvet kantved |
| Rummad tost | Category:Films directed by Steve Buscemi |
Steven Vincent Buscemi, ganet d'an 13 a viz Kerzu 1957, zo un aktour stadunanat. Brudet eo evit e rolloù evel aktour rummad. Alies en deus labouret gant filmaozerien evel ar Vreudeur Coen hag Adam Sandler. Meur a vuruteller o deus lavaret e oa Busceni unan eus ar gwellañ aktourien ha n'eo ket bet enoret gant un Academy Award na memes anvet evit unan[1][2]. C'hoariet en deus rolloù bras e filmoù dieub evel e Parting Glances (1986), Mystery Train (1989), In the Soup (1992), ha dreist-holl evel Mr. Pink en Reservoir Dogs (1992) gant Quentin Tarantino.
Buscemi en deus c'hoariet kenkoulz e filmoù dieub hag e filmoù "bras" evel Living in Oblivion (1995), Desperado (1995), Con Air (1997), Armageddon (1998), Ghost World (2001), Spy Kids 2: The Island of Lost Dreams (2002), Big Fish (2003), ha The Death of Stalin (2017). Labouret en deus alies gant ar Vreudeur Coen, evel en Miller's Crossing (1990), Fargo (1996), ha The Big Lebowski (1998). Bet en deus ivez eil rolloù pe rolloù cameo e filmoù gant Adam Sandler, evel Airheads (1994), Billy Madison (1995), The Wedding Singer (1998), Mr. Deeds (2002), Grown Ups (2010), hag Hubie Halloween (2020). Bet eo bet mouezhier ivez e filmoù bevaat evel Final Fantasy: The Spirits Within (2001), an heuliad filmoù Monsters, Inc. (2001–2013), Home on the Range (2004), Monster House (2006), Igor (2008), hag an heuliad filmoù Hotel Transylvania (2012–2022), Khumba (2013), The Boss Baby (2017) ha Transformers One (2024).
Oberiant eo bet Buscemi ivez evit ar skinwel, evel e roll pennañ Enoch "Nucky" Thompson er stirad skinwel gant HBO Boardwalk Empire (2010–2014). Bet eo enoret gant daou Screen Actors Guild Award, ur Golden Globe ha lakaet e anv div wech evit Primetime Emmy Award. C'hoariet en deus ivez evit ar skinwel e-barzh Lonesome Dove (1989), The Sopranos (2004, 2006), 30 Rock (2007–2013), Horace and Pete (2016), ha Miracle Workers (2019–2023). Buscemi a zo bet filmaozer ivez evit ar filmoù Trees Lounge (1996), Animal Factory (2000), hag Interview (2007).
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2014 e oa bet lakaet Buscemi da penn batailhon a-enor eus an New York City Fire Department dre ma oa bet pomper pa oa yaouank, ha dre ma oa deuet en-dro er servij pa oa bet Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001. Labouret en doa 12 eurvezh, e-pad meur a zevezh diouzh renk gant pomperien ar gêr, evit klask tud chomet bev e dismantroù ar World Trade Center[3].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kiang, Jessica (1 January 2016). "30 Great Actors Who've Never Been Oscar Nominated", Indiewire.
- ↑ Robey, Tim (1 February 2016). "20 great actors who've never been nominated for an Oscar". Patrom:Cbignore
- ↑ On 9/11, people remember how actor Steve Buscemi helped search for survivors as a New York firefighter.