Sterling (pistolenn-vindrailher)
| Sterling | |
|---|---|
Ur bistolenn-vindrailher Sterling | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn-vindrailher damaotomatek / aotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre argil simpl |
| Munisionoù | 9 × 19 mm Parabellum .30 Carbine .40 S&W .45 ACP (Paws ZX) 7,62 × 51 mm NATO (kentpatrom) |
| Ijinour | George William Patchett |
| Bloavezh krouidigezh | 1944 |
| Produer | Sterling Armaments Co. |
| Mare produiñ | 1953-1988 |
| Niver produet | War-dro 400 000 |
| Mare implij | 1953 – dibenn ar bloavezhioù 1980 (Rouantelezh-Unanet) |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 2,7 kg |
| Hirder | 686 mm |
| Hirder ar c'hanol | 196 mm |
| Lusk-tennañ | 550 tenn/mn |
| Hed-tenn efedus | 200 m 50- 100 m gant ur reduer-son |
| Endalc'h | Karger fiñv ront 34 c'hartouchenn Karger fiñv 32 pe 50 kartouchenn ar STEN hag al Lanchester |
| Adstummoù | L2A1 L2A2 L2A3 L34A1 (reduer-son) Sterling Mark 6 (polis) Sterling Mark 7 (harzlammerien) C1 (Kanada) SAF Carbine A1 ha 2A1 (stummoù e servij e arme India) |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
Al Lanchester zo ur bistolenn-vindrailher saoz produet etre 1953 ha 1988, gant ar Sterling Armaments Company. Implijet e voe e-pad un daou-ugent vloaz bennak gant ar British Army.
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude an Eil Brezel-bed e klaskas ar British Army ur bistolenn-vindrailher nevez evit kemer plas ar STEN. Adalek 1947 e amprouas armoù disheñvel, en o zouez unan breouet gant an ijinour George William Patchett e miz Eost 1942, kambret e 9 mm Parabellum, dezhañ modoù tennañ damaotomatek hag aotomatek[1]. E 1953 eo hemañ a voe choazet da vat gant arme Breizh-Veur, dindan an anv L2A3. Ur sistem tennata dre argil simpl en doa, ur c'houch reolius etre 50 ha 200 metr, hag ur stagell evit ur vaionetez e penn e ganol. Gellet a rae degemer kargerioù ar STEN pe al Lanchester[2]. Fiziaploc'h hag a galite gwelloc'h evit ar STEN e oa[3].
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 400 000 skouerenn eus ar Sterling a voe produet. Un arm priziet e oa e arme Breizh-Veur abalamour d'e vent vihan ha d'e resisted. Ur stumm dezhañ ur reduer-son a voe savet adalek 1967 evit nerzhioù ispisial ar British Army[2], hag ur stumm eus an arm a voe produet adalek 1958 gant arsanailh Long Branch e Kanada, evit arme ar vro, dindan an anv C1[4]. Ezporzhiet e voe ar Sterling d'un 70 bro bennak. Skouerennoù anezhi a servijas betek brezel ar Pleg-mor en arme vreizhveurat[5].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Sterling hag hec'h adstummoù a c'haller gwelet e meur a film, en o zouez Bloody Sunday (2002). Gellet a raer implijout anezhi er choari video World of Guns: Gun disassembly[6].
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) EDMISTON James, HOWROYD David, LAIDLER Peter, A History of the Small Arms made by the Sterling Armament Company: Excellence in Adversity, Pen and Sword Military, 2020, 336 p., ISBN 978-1526773302
- (en) HOWROYD David, LAIDLER Peter, Guns of Dagenham: Lanchester,Patchett,Sterling, Collector Grade Publications, 1996, 336 p., ISBN 978-0889352049
- (en) MOSS Matthew, The Sterling Submachine Gun, Osprey Publishing, 2018, 80 p., ISBN 978-1472828088
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) LEROY Thompson, The UK's Sterling Submachine Gun Part 1: Historical Lookback, FireArms News, 12/08/2024 (lennet d'ar 25/06/2025)
- 1 2 (en) POPENKER Maxim, Sterling L2 L34, Modern Firearms (lennet d’ar 25/06/2025)
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 224-225
- ↑ (en) BOILEAU John, C1 Submachine Gun, The Canadian Encyclopedia, 02/08/2024 (lennet d'ar 24/06/2025)
- ↑ (en) This Old Gun: L2A3 Sterling SMG, American Rifleman, 20/05/2020 (lennet d'ar 25/06/2025)
- ↑ (en) Sterling SMG, IMFDB (lennet d'ar 25/06/2025)