Stephen A. Douglas
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | Stephen A. Douglas |
| Anv ganedigezh | Stephen Arnold Douglas |
| Anv-bihan | Stephen |
| Anv-familh | Douglas |
| Deiziad ganedigezh | 23 Ebrel 1813 |
| Lec'h ganedigezh | Brandon |
| Deiziad ar marv | 3 Mezheven 1861 |
| Lec'h ar marv | Chicago |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | Terzhienn-domm |
| Lec'h douaridigezh | Lenn Michigan |
| Tad | Stephen Arnold Douglas |
| Mamm | Sarah Granger |
| Pried | Martha Martin Douglas, Adèle Cutts Douglas |
| Bugel | Robert M. Douglas |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Micher | politiker, barner, alvokad, gwiraour, prokulor |
| Tachenn labour | Politikerezh, gwir |
| Bet war ar studi e | Bowdoin College, Canandaigua Academy |
| Lec'h labour | Washington D.C., Springfield, Jacksonville |
| Strollad politikel | Strollad Demokratel |
| Bet war ar renk da vezañ dilennet | 1860 United States presidential election |
| Diellaouet gant | Smithsonian Institution Archives |
Stephen Arnold Douglas, ganet Douglass d'an 23 a viz Ebrel 1813 hag aet da Anaon d'an 3 a viz Even 1861, a oa ur politikour hag alvokad stadunanat eus Illinois. Evel senedour stadunanat e oa bet unan eus an daou gannad, ur wech rannet ar Strollad Demokratel, o kemer perzh e dilennadeg prezidant Stadoù-Unanet Amerika e 1860, ha kollet en devoa e-tal ar Strollad Republikan hag ar c'handidat Abraham Lincoln. Douglas en doa trec'het Lincoln dija e-kerzh dilennadeg 1858 evit ar Sened stadunanat en Illinois, brudet evel an tabutoù Lincoln–Douglas. A-raok se, Douglas a oa bet unan eus marc'hataerien Emglev 1850, hag a oa bet o klask talañ ouzh an enkadenn kevrennelour. Evit klask kavout un diskoulm d'ar gudenn emledañ ar sklaverezh e tiriadoù nevez, Douglas a oa troet da alvokad emrenerezh poblek pep lodenn eus ar Stadoù-Unanet, hag a embanne e ranke pep tiriad eus ar Stadoù-Unanet choaz daoust hag a-du e oa pe a-enep lakaat ar sklaverezh da dalvezout. An doare diskoulm-se a oa bet nac'het koulz gant an dud a-du gant ar sklaverezh ha gant an dud enebet ouzh ar sklaverezh. Pa ne oa ket gwall vras (1m63)[1], Douglas a oa bet lesanvet "Little Giant" rak nerzhus ha pouezus e oa er bed politikel.