Mont d’an endalc’had

Stephanie St. Clair

Eus Wikipedia
Stephanie St. Clair
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv-bihanStéphanie Kemmañ
Anv-familhSt. Clair Kemmañ
Deiziad ganedigezh24 Kzu 1897 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFort-de-France Kemmañ
Deiziad ar marvKerzu 1969 Kemmañ
Lec'h ar marvCentral Islip Kemmañ
Michergambler, torfedour Kemmañ
Tachenn labournumbers game Kemmañ
Strollad etnekAfroamerikaned Kemmañ

Stephanie St. Clair (1886–1969) a oa e penn ur strollad torfedourien e Harlem, New York e deroù an XXvet kantved. St. Clair he deus talet ouzh ar Mafia e-pad meur a vloaz goude fin ar berzidigezh. Chomet eo emren betek ar penn.

St. Clair a zo bet ganet e Martinik, eus kerent gall hag afrikan a-hervez. Divroet eo da Stadoù-Unanet Amerika dre Marselha e 1912. Anavezet e voe un tamm pep lec'h e Manhattan dre al lesanv Queenie, met tud Harlem a rae Madame St. Clair outi.

Fin he buhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E fin ar bloavezhioù 1930 he kejas gant he gwaz Sufi Abdul Hamid, lesanvet ar "Black Hitler" evit bezañ enep-yuzev a-grenn hag e zoare stourm politikel awenet gant an naziegezh. A-benn ar fin e voe tennet ganti warnañ. Ne varvas ket met kondaonet e voe-hi d'an toull-bac'h.