Mont d’an endalc’had

Stateville Correctional Center

Eus Wikipedia
Stateville Correctional Center
Toull-bac'h
Deiziad krouiñ1925 Kemmañ
BroStadoù-Unanet Kemmañ
E tiriadWill County Kemmañ
Daveennoù douaroniel41°34′44″N 88°5′39″W Kemmañ
OberataerIllinois Department of Corrections Kemmañ
Deiziad digoradur ofisiel1925 Kemmañ
Map

Stateville Correctional Center (SCC) zo un toull-bac'h stad a live surentez uhel (gant an nebeutañ a wirioù aotreet d'ar brizonidi) evit ar baotred ha lec'hiet e Crest Hill, en Illinois, er Stadoù-Unanet , nepell diouzh Chicago.[1][2] Ul lodenn eo eus Departamant toulloù-bac'h Illinois.

Lec'h lazhañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Toull-bac'h Stateville a oa bet unan eus an tri lec'h lazhañ gant tredan en Illinois. Ar gador-dredan a oa bet implijet evit ar wech kentañ e Stateville e 1949. A-roak implij ar gador-dredan se e oa implijet e toull-bac'h Joliet.[3] Lec'hioù ar boan a varv dre gador-dredan all a oa Menard Correctional Center e Chester ha Cook County Jail e Chicago.

E miz Gouhere 1977, e oa bet adlakaet ar boan a varv en Illinois. D'an 8 a viz Gwengolo 1983, e oa bet choazet an ensinkladur marvus evel doare da lazhañ en Illinois, met chomet e oa bet implij ar gador-dredan kenkas ma oa ezhomm erlec'hiañ an ensinkladur. Unnek lazhadenn a oa bet graet dre implij an ensinkladur marvus e toull-bac'h Stateville etre miz Gwengolo 1990 ha miz Genver 1998. E miz Meurzh 1998, lec'h al lazhadennoù a oa bet dilojet da 305km betek an Tamms Correctional Center e Tamms, en Illinois.[4]

D'an 9 a viz Meurzh 2011, ar gouarnour Pat Quinn en devoa sinet un dekred a baoueze gant ar boan a varv e stad Illinois.[5]

Prizonidi brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet d'ar marv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Charles Walker – Muntrer doubl lakaet d'ar marv e 1990 goude fin e holl c'halvoù. Deuet da vezañ ar c'hentañ den lakaet d'ar marv en Illinois abaoe 1962.
  • John Wayne GacyLazher a steudad ha gwaller kondaonet e 1980 evit gwalladenn ha muntr 33 bugel ha krennard. Degaset eus Menard Correctional Center betek Stateville Correctional Center evit e lazhadenn dre ensinkladur marvus d'an 9 a viz Mae 1994, ha disklêriet marv da 12:58  d'an devezh war-lec'h. [6]
  • Hernando Williams ha James Free, lazhet an daou d'an 22 a viz Meurzh 1995 evit muntroù disheñvel; ar c'hentañ ha diwezhañ lazhadenn doubl a oa bet memes devezh en Illinois en amzer a-vremañ. Williams a oa bet kavet klablus eus muntr ha gwaladenn Linda Goldstone e 1978, padal Free a oa bet lakaet da gablus eus muntr ha gwalladenn Bonnie Serpico e 1978.[7]
  • Charles Albanese – Lazher a steudad en doa ampoezonet tri den gant arsenik evit kaout an hêrez. Lazhet e 1995.
  • Girvies Davis – Lazher a steudad en doa lazhet pevar den d'an nebeutañ e-kerzh laeradennoù. Lazhet e 1995. Harper yaouankañ Davis, Richard Holman, a oa bet kondaonet d'an toull-bac'h dibad, ne oe ket bet kondoanet d'ar marv dre ma oa eñ ur miz nebeutoc'h evit an oad a 18 vloaz.
  • Raymond Lee Stewart – Lazher a-yoc'h en doa lazhet 6 den. Lazhet e 1996.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]