Mont d’an endalc’had

Star M1914

Eus Wikipedia
Star Modelo 14
Ur bistolenn Star Modelo 14
(eil stumm, doare "ofiser")
Kinnig
Bro Banniel Euskal Herria Euskal Herria
Banniel Spagn Spagn
Doare Pistolenn damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre argil simpl
Munisionoù 7,65 × 17 mm Browning
Produer STAR, Bonifacio Echeverría S.A.
Mare produiñ 1914 - 1918
Perzhioù teknikel
Stumm kentañ / Eil stumm
Mas (hep kartouchenn) 0,910 kg / 0,880 kg
Hirder 200 mm / 180 mm
Hirder ar c'hanol 140 / 125 mm

Endalc'h Karger fiñv 9 c'hartouchenn (stumm 1) pe 7 kartouchenn (stumm 2)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Star 1914 zo ur bistolenn damaotomatek bet produet etre 1914 ha 1918 gant an embregerezh euskarat STAR, Bonifacio Echeverría S.A.. Diazezet eo war ar Star M1908.

Ar Star 1914 he deus ur wikefre tennata dre argil simpl. Kambret eo e 7,65 mm Browning. Daou stumm eus an arm a voe : an hini kentañ, lesanvet Troupe en arme c'hall, en deus ur c'hanol 14 cm hag ur c'harger 9 c'hartouchenn. An eil stumm ("Officier") en deus ur c'hanol berroc'h (12,5 cm) hag un endalc'h 7 kartouchenn.

Pa darzhas ar Brezel-bed Kentañ e miz Eost 1914 he doe ezhomm arme Bro-C'hall da bourveziañ milionoù a soudarded gant armoù nevez. Evit an armoù-dorn e trojont war-zu industriezh Euskal Herria. 50 000 skouerenn eus ar Star M 1914 a voe urzhiet e 1914[1]. Etre 20 000[2] ha 30 000[3] pistolenn a voe produet betek miz Here 1918.

Ar bistolenn he deus servijet en arme c'hall en Eil Brezel-bed hag e brezel Indez-Sina ivez[4]. Ar Star M1919 a zo deveret anezhi.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) ANTARIS Leonardo M., Star Firearms, Firac Publications Co., 2002, 640 p., ISBN 978-0962076718
  1. ↑ (en) HOOBER Steven, Star Firearms — Mannlicher-Style Pistols, Star Firearms (lennet d'an 28/08/2026)
  2. ↑ (en) ANTARIS Leonardo M., Star Firearms, Firac Publications Co., 2002, 640 p., ISBN 978-0962076718
  3. ↑ Hervez an niveroù-serienn
  4. ↑ (fr) Éric ALVES, Pistolet Star modèle 1914, Seconde Guerre.net (lennet d'an 29/08/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan