Mont d’an endalc’had

Star B

Eus Wikipedia
Star B
Skeudenn ar pennad Star B

Ur bistolenn Star B (eil stumm)
Kinnig
Bro Banniel Euskal Herria Euskal Herria
Banniel Spagn Spagn
Doare Pistolenn damaotomatek, un-ober
Mont en-dro Tennata dre argil berr
Munisionoù 9 mm Parabellum
Produer STAR, Bonifacio Echeverría S.A.
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 1,165 kg
Hirder 216 mm
Hirder ar c'hanol 127 mm
Perzhioù all
Endalc'h Karger-fiñv 8 kartouchenn
Adstummoù Gwelet ar pennad
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Star B zo ur bistolenn damaotomatek un-ober produet etre 1924 ha 1983 gant an embregerezh euskarat STAR, Bonifacio Echeverría S.A.. Diaezet eo war ar Colt M1911 ijinet gant John Browning, met kambret eo e 9 mm Parabellum. Ur c'harger 8 tenn he deus[1].

Stumm kentañ ar Star B a voe produet un nebeud skouerennoù anezhañ hepken adalek 1924, evit bezañ ezporzhiet dreist-holl. N'eus ket kalz merkoù stumm warnañ, met gellet a raer e anavezout a-drugarez d'an annell e traoñ e zornikell savet evit un implij gant nerzhioù polis pe milourel, ha d'e galibr. An eil stumm eo an hini a reas ar muiañ a verzh. Kemmoù war e framm hag e surded a voe degaset evit ma vije heñveloc'h c'hoazh ouzh ur Colt M1911. Produet e voe etre 1931 ha 1983. Stummoù all eus ar Star B eo [2]:

  • B (.08) : stumm produet etre 1942 ha 1944 evit ar polis alaman hag un nebeud unvezioù milourel eus an Trede Reich, reoù en adreñv kredapl. Ne voe ket merket dre ret gant ur groaz kamm evel ma veze graet gant an holl armoù produet d'ar mare-se evit an Alamaned, met ar re-se a c'houlennas memestra e vije engravet pep pezh eus an arm gant niveroù dezhe tri sifr, evel ma oant boaz d'ober evit an armoù savet en o bro.
    • Bs : stummoù savet evit an Alamaned ha seziset gant an Arme Ruz e dibenn an Eil Brezel-bed. Peurliesañ int bet aremennet en ur mod disheñvel gant Soviediz ; abalamour int bet divontet evit en ober ne gord ket ar pezhioù ken etreze en diabarzh pep pistolenn, ha darvoudoù-tennañ a c'hell c'hoarvezout diwar-se.
  • BS : stumm gant ur surded-karger, produet etre 1957 ha 1983.
  • BG : kemmoù dister war ar c'hargerioù. War-dro 2.000 skouerenn produet e 1965 ha 1966.
  • Stummoù berraet compact : BM (e dir), BKS ha BKM (e kendeuzadur). Ar BM hag ar BKM o dez ar memes muzulioù. Ar BKS he doa ur surded-karger evel ar BS.

Ur bistolenn damheñvel met kambret e 9 mm Largo, anvet Star A, a zo bet boulc'het he froduiñ er memes koulz evit ar Star B.

Ouzhpenn ar marc'had sivil e voe implijet ar Star B gant nerzhioù armet spagnolat a bep seurt evel an arme, al Lejion Extranjera hag ar Guarda Civil. 25.000 skouerenn anezhi a voe prenet gant Alamagn e-pad ar brezel, ha 15.000 reoù all gwerzhet da vBulgaria er memes mare. An diktatour Franco a bourvezias ivez Afrika ar Su gant ar pistolennoù-mañ da vare an apartheid. Tsahal a implijas ar Star B ivez, met n'eo ket sklaer hag e oa skouerennoù prenet digant Suafrika pe digant an embregerezh Star war-eeun[3].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abalamour d'o neuzioù bezañ heñvel, ar Star B zo bet implijet alies e-lec'h ar Colt M1911 e oberennoù a bep seurt, evel e-barzh ar film Vimp ket gwerzhet (1987) pe ar stirad M*A*S*H. Arm-dorn Jules (Samuel L. Jackson) eo e Pulp Fiction (1994)[4].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) ANTARIS Leonardo M., Star Firearms, Firac Publications Co., 2002, 640 p., ISBN 978-0962076718
  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 82
  2. (en) HOOBER Steven, Star Firearms — B-series pistols, Star Firearms (lennet d'an 28/07/2025)
  3. (en) SCARLATA Paul, Gun Review: Spain’s Star Modelo B Pistols, Athlon Outdoors, 04/09/2015 (lennet d'an 28/07/2025)
  4. (en) Star Model B, IMFDB (lennet d'an 28/07/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan