Stammenn
| Iskevrennad eus | top, insulating layer |
|---|---|
| Arvez | knitwear, sportswear |
| Danvez implijet | wool, Kotoñs, flax, synthetic fiber |
| Deskrivet en URL | https://www.vam.ac.uk/articles/the-fashionable-sweater |
Ur stammenn a zo ur pezh-dilhad graet peurliesañ gant danvez stammet hag a c'holo an divskoaz, ar c'hein, ar vruched hag an divvrec'h (peurvuiañ e vez ar stammennoù gant milginoù hir). E gloan a vez alies, e gwiennoù all a-wechoù. Gwisket e vez dre ar penn. Ar gerc'henn en deus meur a stumm : ront, e stumm ur V, gouzougenn uhel, hag all. Gwisket e vez alies war un t-shirt, ur roched pe un hiviz, un dra stok ouzh ar c'hroc'hen bepred.
Istor ar stammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar stammenn zo ur pezh-dilhad tomm sañset, evit labourat er-maez en ur lezel an divrec'h dieub. Pa vez implijet e kalz broioù eus ar bed hiziv e oa, da gentañ, pezh-dilhad hengounel martoloded ar broioù avelek eus gwalarn Europa : ar stammenn-vor e Breizh, e Normandi (ar "jersey" eus Jerzenez, stammenn Gwernenez), e Bro-Saoz, e Bro-Iwerzhon (stammennoù Inizi Árainn), e Bro-Skos (stammennoù Fara), e Norvegia, en Island (al "lopapeysa").
Ar ger « chandail » (marchands d'ail), testeniekaet e galleg e 1894[1], e oa lesanv ar vicherourien vreizhat a laboure e marc'had al legumaj e Pariz e dibenn an XIXvet kantved, ha, dre ledanvad ha dre raktroc'h, anv ar stammennoù a veze gwisket ganto pa vezent o labourat[2].
A-hed an XXvet kantved ez eus bet ijinet kalz stammennoù all evit sportoù zo pe diouzh ar gizioù.
Stammennoù Nedeleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En XXIvet kantved eo deuet ar c'hiz da wiskañ ur stammenn Nedeleg da vare ar gouel-se. Kenstrivadegoù stammennoù Nedeleg divalav a vez aozet bep bloaz zoken.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gloan danvad eo an danvez implijet ar muiañ evit ober ur stammenn. Bez 'zo ivez gloan mohair (eus givri mohair), gloan angora (blev lapined angora), gloan alpaga eus an alpaka, gloan shetland eus deñved an inizi Shetland, gloan kachmir eus givri pashmina uhelgompezennoù Nepal ha Tibet.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Roadennoù geriadurel ha gerdarzhel ar ger « chandail » gant Teñzor ar galleg war urzhiataer, war lec'hienn "Centre national de ressources textuelles et lexicales" (gwelet d'an 9 a viz Kerzu 2015).
- ↑ « Chandail » e Geriadur an Akademiezh c'hall, "Centre national de ressources textuelles et lexicales" (gwelet d'an 9 a viz 2015).