Mont d’an endalc’had

Staliata

Eus Wikipedia
Staliata
Iskevrennad eusrann ekonomikel Kemmañ
Perzhiadcustomer, vendor Kemmañ
Palpurchasing Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC81006 Kemmañ

Staliata, redek ar stalioù pe ober shopping a vez graet gant an dud evit mont da welout produioù pe servijoù, dibab ha prenañ anezho, e stalioù kenwerzh a-vunut, stalioù-gwerzhañ alies, ha muioc'h-mui dre ul lec'hienn internet kenwerzhel.

Evit lod eo ivez un dudi, ha plijadur a vez ganto o vont da redek ar stalioù, hag a-wechoù gortoz pell en ur lostenniñ evit kaout un dra bennak.

Ar bruderezh a vez implijet gant ar genwerzherien evit sachañ an evezh, dedennañ ha lakaat ar brenerien da weladenniñ o stal pe lec'hienn.

An takadoù kenwerzh a vez kavet er c'hêrioù, en o c'hreiz (ar c'hreiz-kêr e-lec'h ma kaver stalioù ha marc'hadoù, pe ar souk er c'hêrioù arab) pe tro-dro dezho (ar c'hreizennoù-kenwerzh alies).

Da vare an distaolioù e vez oberiant ar stalioù, da skouer d'ar Black Friday e dibenn miz Du pe deroù miz Kerzu.