St. Lunaire-Griquet

St. Lunaire-Griquet a zo ur gêr eus Proviñs Kanada Douar-Nevez ha Labrador. Emañ ar gêr e-kichen penn norzh Ledenez Norzh Bras an Douar-Nevez. 603 a dud a oa o chom er gêr hervez Niveradeg Kanada 2021. Tennañ a ra he anv eus Sant-Luner e Breizh.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anvet eo "Saint Lunaire" diwar Sant-Luner gant Bretoned o chom eno adalek 1530, genidik moarvat eus Bro-Sant-Maloù.[1] Kartennaouet eo bae Saint Lunaire e 1784 gant ar merdeer gall Liberge de Granchain.[2] Un enezenn e genoù bae Saint Lunaire a zoug c'hoazh e anv. Testenioù eus obererezh ar besketaerien vreizhat a c'haller gwelet c'hoazh e dilerc'hioù fornioù bara kozh war Enez Granchain.[3]
Demografiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E niveradeg ar boblañs 2021 kaset da benn gant Stadegoù Kanada e oa e Saint-Lunaire-Griquet ur boblañs a 603 den o vevañ e 258 eus he 302 lojeiz. Gant ur gorread a 17.29 km² e oa ur stankter poblañs a 34.9/km² e 2021.[4]
Sevenadur ha lec'hiennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Iliz Santez Monika a zo un iliz katolik roman e koad gant ur gorzenn vihan. Emañ dirak an ti-kêr er straed vras. Savet eo bet ur mirdi er Main Street ivez, a ziskouez pennoù ha diorroerien sonn ar gumuniezh gant patromoù liesseurt a listri ha tourioù-tan a oa bet savet.
Ar Wild Berry Economusée war an hent 436 eo ar mirdi nemetañ er bed gouestlet da zisplegañ an hugennoù gouez. Er gêr ez eus ivez un ostaleri bihan aes evit gweladennerien lec'hienn L'Anse aux Meadows. Ur gweledva zo a ginnig ur gwel brav eus ar gêr a-bezh hag eus ar meurvor. Evit mont betek al lec'h ez eus ur skalier koad just a-dreñv ar skol e-kichen ar straed vras.
E-pad miz Kerzu e c'hall ar weladennerien gwelet skorngrec'hioù o vont war-zu aodoù an Douar-Nevez rak unan eus lec'hioù norzhañ "Ice Berg Alley" eo ar gêr.
St. Lunaire-Griquet a zo unan eus an nebeud takadoù a chom lec'h ma vez chaseet ar reuniged evit ar "blijadur" gant kalz eus he annezidi. Unan eus lec'hioù ar muiañ en norzh en Douar-Nevez eo, diwanet evel ur gumuniezh pesketaerien, ha chom a ra levezonet-tre gant se betek hiziv an deiz.
Emañ Sant-Lunaire-Griket 10 km ouzh lec'hienn Glad bedel an UNESCO L'Anse aux Meadows.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sant-Luner, e Breizh.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ St.Shotts ou comment le maillage des langues canonise par inadvertance
- ↑ The Northern Pen newspaper: https://web.archive.org/web/20090313102103/http://www.northernpen.ca/index.cfm?sid=115676&sc=456
- ↑ Newfoundland historical society and web photos: https://web.archive.org/web/20040131104945/http://www.darktickle.com/histphotos.aspx
- ↑ Population and dwelling counts: Canada, provinces and territories, census divisions and census subdivisions (municipalities), Newfoundland and Labrador, Statistics Canada, 9 a viz C'hevrer 2022