Stêr Sonora

Eus Wikipedia
Ur pennad Sonora zo ivez.

Ar stêr Sonora (Río Sonora e spagnoleg) zo ur stêr e stad Sonora e Mec'hiko hag un 420 km dezhi.

C'hoarvezout a ra en Arizpe, eus kejadenn ar stêrioù Bacamuchi ha Bacoachi. Tremen a ra dre Bacoachi, Aconchi, Huepac, Baviacora, Ures, Banámichi ha Hermosillo.

Aberiñ a ra e Pleg-mor California dirak an Enez Tiburón e Bahía de Kino, pa vez dour a-walc'h da vont betek eno.