Stêr Lauca
Neuz
Ar Stêr Lauca (Río Lauca e spagnoleg) zo ur stêr e Chile. Eieniñ a ra e paludoù Cotacotani, er rannvro Arica ha Parinacota. Goude-se e treuz harzoù Bolivia, da vont en Departamant Oruro, ma ya da aberiñ el lenn Coipasa.
Tabut zo bet diwar-benn dour ar stêr etre stadoù Bolivia ha Chile.