Gwy (stêr)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Stêr Gwy)


Gwy
Ar Gwy e Haye on Wye
Statud stêr
Hirder 297 km
Uhelder an eienenn 741 m
Kas keitat m³/s
Gorread an diazad 4,136 km²
Bro(ioù) douret Kembre <br\> Bro-Saoz
Diazad stêrioù
?
En em daol e Casgwent Hafren
Ledander er genoù ?
Andon Pumlumon
Adstêrioù ?


Ar stêr Gwy (kembraeg Afon Gwy, saozneg River Wye) zo ur stêr eus Kembre ha Bro-Saoz, hag ar pempvet stêr hirañ er Rouantelezh-Unanet. Merkout a ra un darn eus an harz etre Bro-Saoz ha Bro-Gembre.

Eienañ a ra e Pumlumon. Tremen a ra dre Rhaeadr Gwy, Llanfair-ym-Muallt, hag Y Gelli Gandryll e Kembre, ha dre Hereford, Ross-on-Wye ha Symonds Yat e Bro-Saoz, ha distreiñ da Gembre ma treuz Trevenoe ha Tyndyrn, hag en em deurel en aber an Havren e-kichenik Cas-gwent (Chepstow e saozneg).


Ar stêr Gwy dirak kastell Cas-gwent,
e kontelezh Menoe, e Kembre, en tu kleiz.
En tu dehou emañ kontelezh Gloucestershire
ha Bro-Saoz.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.