Stêr Asón
Neuz
Ar Stêr Asón zo ur stêr en Cantabria, e hanternoz Spagn, ha 44km hed dezhi, hag a ya d'en em deuler e Mor Kantabria .
Eieniñ a ra er peña de Azalagua, 680 metr a uhelder, er Parque Natural de los Collados del Asón. Difoupañ a ra eus ur vougev hag ober ul lamm-dour dreist ar Peña. Aberiñ a ra er Ría de Limpias, a zigor war Mor Kantabria, etre Limpias ha Colindres.
Ar stêrioù Bustablado, Gándara, Carranza ha Vallino eo hec'h adstêrioù.