Mont d’an endalc’had

Sporting Arms and Ammunition Manufacturers' Institute

Eus Wikipedia

Ar SAAMI (Sporting Arms and Ammunition Manufacturers' Institute, Ensavadur ar saverien armoù-tan dudi ha munisionoù) zo un aozadur krouet e 1926, hag a zo bodet ennañ ar brasañ embregerezhioù armoù-tan hiniennel ha munisionoù eus Norzhamerika. E bal eo termeniñ perzhioù standart an armoù hag ar munisionoù produet eno, evit surentez o implijerien hag evit aesaat ar c'henwerzh[1]. Embann a ra dielloù bep bloaz evit se. Kenlabourat a ra gant ar CIP, an aozadur all a ra ar memes doare labour evit broioù all er bed, reoù Europa en o zouez. E Shelton (Connecticut) emañ e sez.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ (en) History war lec'hienn ar SAAMI (lennet d'an 02/05/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan