Mont d’an endalc’had

Special constable

Eus Wikipedia
Special constable
micher
Iskevrennad euspoliser pe poliserez, volunteer Kemmañ
Un oto gedred eus an Toronto Transit Commission, Unvez polis an hentoù, ur special constabulary hag a evezh an hentoù.

Ur special constable pe special police constable (berraet en SC pe SPC, Constable spécial e galleg Kebek) a vez graet eus harperien darn-amzer an nerzhioù polis pe eus un den a vez un aotre ispisial gantañ da gaout galloud ar polis.

E lod rannvroioù, an nerzhioù polis a zo harpet gant tud arbennikaet, an dud-se a youl-vat o deus ar memes galloudoù hag ar polis. E lod rannvroioù all evel Kanada ha lodennoù eus Aostralia, ar special constables a zo ofiserien a beoc'h gant ar memes galloudoù hag ar polis met war tachennoù resis nemetken en ul lec'h pe takad geografel resis (skolioù-meur, dezougen foran, parkoù da skouer.)[1]. Hervez ar mare hag al lec'h, ar special constables a c'hell bezañ tud gopret pe tud a youl-vat eus un nerzh adpolis, hag a ya eus paotred-ged hep armoù betek unvezioù damsoudarded.

Ul lodenn eus nerzh Polis Dyfed-Powys zo savet gant specials constables (40 den e 2025).

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]