Mont d’an endalc’had

Special Air Service

Eus Wikipedia
Special Air Service
nerzhioù ispisial Breizh-Veur, rejimant nerzhioù ispisial
Deiziad krouiñGouere 1941 Kemmañ
Skour luBritish Army Kemmañ
DiazezerDavid Stirling Kemmañ
Ger-sturWho Dares Wins Kemmañ
Testenn ar ger-sturWho Dares Wins Kemmañ
BroRouantelezh-Unanet Kemmañ
Lec'hLondrez Kemmañ
Darvoud-alc'hwezalleged murder by SAS soldiers of a suspected jihadist in Syria 2022 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.army.mod.uk/ Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://cain.ulster.ac.uk/othelem/organ/sorgan.htm Kemmañ

Ar Special Air Service (SAS) zo un unvez eus nerzhioù ispisial ar British Army. Krouet eo bet evel ur rejimant e 1941 gant David Stirling, hag e 1950 e voe adsavet evel ur c'horfad milourel[1]. Kefridioù an unvez a zo lies evel enepsponterezh, dieubiñ gouestlidi, obererezhioù eeun ha sklêrijennerezh arbennik. An darn vrasañ eus ar pezh a ouier diwar-benn an SAS a zo traoù kuzhet, hag an unvez ne vez ket kalz a gaoz diwar e fenn gant gouarnamant Breizh-Veur na gant Ministrerezh an Difenn dre ma rank chom kuzh hag ar c'hefrifioù a zo reoù a bled gant ar surentez vroadel[2][3][4].

Ar c'horfad a zo savet gant ar 22 rejimant ispisial, met ivez gant an 21 Special Air Service Regiment (Artists) (adarmead) hag an 23 Special Air Service Regiment (adarmead), hag a zo korfoù adarmead, an holl anezho a zo dindan renerezh an United Kingdom Special Forces (UKSF). Un unvez c'hoar a zo er Royal Navy hag anvet Special Boat Service, met arbennikaet eo war an enepsponterezh war vor dreist-holl. Pep unvez a zo dindan renerezh Rener an nerzhioù ispisial.

Savet e voe ar Servij ispisial dre Aer e 1941 e-kerzh an Eil Brezel-bed. Adsavet e oa bet evel lodenn eus al lu tiriadel e 1947, hag anvet an 21st Special Air Service Regiment (Artists Rifles). An 22nd Special Air Service Regiment, hag a zo ul lodenn eus al lu reoliek, a zo bet brudet dre ar bed a-bezh goude ma vije bet skignet er skinwel an oberiadur dieubiñ gouestlidi e 1980 e-kerzh Seziz Kannati Iran[5].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Brief history of the regiment. Special Air Service Association.
  2. ↑ Prime Ministers Questions, Special Forces. Parliament of the United Kingdom.
  3. ↑ Special Forces. Parliament of the United Kingdom.
  4. ↑ "The UK can't stay 'mum' over Russian bombing of Special Forces base in Syria" (in en-GB), DefenceReport (2016-08-03).
  5. ↑ Thompson, p. 8