Spartacus
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | talvoud ebet |
| Anv e yezh-vamm an den | Spartacus, Σπάρταϰος |
| Anv-bihan | Spartaco |
| Anv-familh | talvoud ebet |
| Deiziad ganedigezh | 103 BCE |
| Lec'h ganedigezh | Trakia |
| Deiziad ar marv | Ebrel 71 BCE |
| Lec'h ar marv | Lucania |
| Doare mervel | marvet en emgann |
| Tad | talvoud dianav |
| Mamm | talvoud dianav |
| Yezhoù komzet pe skrivet | latin |
| Micher | gladiatour, penn brezel |
| Statud sokial | sklav |
| Brezel | Trede brezel ar sklaved, Battle of Mount Vesuvius |
| Prantad | Late Roman Republic |
Spartacus [1] ganet e-tro -103 hag aet da Anaon e -71 AJK a oa ur gladiatour trakian hag a oa e penn an emsavadeg sklaved a-enep Republik Roma eus 73 betek 71 kent JK.
Darn eus ar munudoù a-zivout buhez Spartacus a zo deuet betek ennomp dre an istorourien Plutark hag Appian, hag a oa bet o skrivañ diwar e benn ouzhpenn ur c'hantved goude e varv. E Buhez Crassus gant Plutark ha Brezelioù diabarzh gant Appian e kaver ar muiañ a ditouroù diwar-benn an emsavadeg sklaved. Daoust m'eo bet ur benndudenn eus istor Roma, n'eus ket mammennoù pa oa-eñ bev, an holl skridoù a zo bet savet kalz diwezhatoc'h, gant tud ha ne oant ket bet testoù, hag hep savboent eus tu ar sklaved emsavet. Ne ouier nemet nebeut a draoù er-maez eus darvoudoù an emsavadeg, hag an nebeut a ouier war an den a zo alies savboentoù enebet. An holl vammennoù a ziskouez memestra e oa bet stummet da vezañ ur galdiatour hag e oa ur penn brezel speredek.
A-hervez e vije bet ganet Spartacus nepell diouzh ar stêr Struma, e Trakia (hiziv-an-deiz e Bulgaria), ha marteze er meuriad Maedi. A-raok ma vije lakaet da sklav ha rediet da vezañ gladiatour, e oa bet soudard gant ar Romaned. Kroget e oa an emsavadeg e 73 kent JK, pa oa bet Spartacus, gant 70 gladiatour all, o tec'hout diouzh ur skol gladiatourien nepell diouzh Capua. Daoust ma ne oant ket niverus, nerzh Spartacus a oa deuet a-benn da drec'hiñ meur a unvez roman ha da greskiñ betek tizhout 70 000 a sklaved dieubet ha tud all. Spartacus a oa bet ur penn brezel barrek daoust m'en doa soudarded ha ne oant ket bet gourdonet en un doare milourel, dre ma oant tud a bep seurt orin micherel.
An emsavadeg a oa bet un dañjer bras evit Roma, meur a dro-vrezel a oa bet kaset a-enep nerzhioù Spartacus. A-benn ar fin e oa bet kaset Marcus Licinius Crassus evit flastrañ an emsavadeg da vat. An nerzhioù emsavet a oa deuet a-benn da dalañ er penn kentañ hag a oa bet o klask tec'hout da Sikilia, met trec'het e voent e 71 kent JK. Spartacus a greder e voe lazhet e-kerzh an emgann diwezhañ, met biskoazh ne voe adkavet e gorf. Goude an emsavadeg, ur 6000 bennak a brizonidi vrezel a voe kroazstaget a-hed ar Via Appia.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ henc'hresianeg: Σπάρτακος, romanekadur: Spártakos; latin: Spartacus