Mont d’an endalc’had

Sovied (kuzulioù)

Eus Wikipedia
soviet
Iskevrennad euskuzul labourerien, aozadur politikel, kuzul Kemmañ

Ur soviet (rusianeg: совет, sovet, brezhoneg: kuzul) a oa un doare kuzul labourerien hag a heulie ideologiezh ar sokialouriezh, dreist-holl da vare an Dispac'h rusian. Ar soviedoù e oa ar stumm gouarnamant diazez e Republik Sokialour Kevreadel Soviedel Rusia hag er Makhnovchtchina.

Ar c'hentañ soviedoù a oa bet krouet e-kerzh Dispac'h rusian 1905 e fin an Impalaeriezh rusian. E 1917, goude Reveulzi C'hwevrer, ur Stad daouc'halloudek a oa deuet war wel gant ar Gouarnamant da c'hortoz rusian hag ar soviedoù[1]. Echuet e oa er memes bloavezh goude Dispac'h Here, pa oa bet Eil bodad ar soviedoù a oa en em zisklêriet evel aozadur nemetañ evit gouarn ar vro.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]