South Gate (Kalifornia)
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
South Gate (Kalifornia)
| Deiziad krouiñ | 1923 |
|---|---|
| Anv ofisiel | South Gate |
| Anv er yezh orin | South Gate |
| Bro | Stadoù-Unanet |
| E tiriad | Kontelezh Los Angeles |
| Daveennoù douaroniel | 33°56′39″N 118°11′42″W |
| Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Mayor of South Gate, California |
| Penn an aotrouniezh | Maria del Pilar Avalos |
| A zo stok ouzh | Cudahy, Downey, Lynwood, Paramount |
| Kod-post | 90280 |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.cityofsouthgate.org |
| Kod pellgomz an takad | 323 |

South Gate zo ur gêr e kontelezh Los Angeles, e su Kalifornia (Stadoù-Unanet Amerika). 90 071 annezad a oa e 2025[1]. Azalea city ("kêr ar gouvrug-ruz") eo lesanv ar gêr[2].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War diriad hengounel an Tongva emañ kêr South Gate a-vremañ. E 1769 e erruas er vro ergerzherien europat, Spagnoled anezho. En o mesk, ar familh Lugo a voe an hini gentañ o perc'hennañ douaroù ar gêr a-vremañ. Etre 1910 ha 1940, an desaverezh chatal a roas lec'h d'an industriezh er gêr, evit fardañ produioù kimiek peurgetket, ha dafar evit ar c'harbedoù, e labouradegoù Firestone ha General Motors da skouer[3][4].
Al levierez Amelia Earhart (1897-1937) a zeskas implijout un nijerez war un dachenn e South Gate[2].
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dave Lombardo (ganet eno e 1965), tabouliner ar strollad Slayer ;
- Cypress Hill, strollad hip-hop savet er gêr.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) South Gate city, California, istimadur ar United States Census Bureau (lennet d'an 09/07/2026)
- 1 2 (en) Did You Know?, war lec'hienn ar gêr (lennet d'an 09/07/2026)
- ↑ (en) South Gate Community History, LA County Library (lennet d'an 09/07/2026)
- ↑ (en) History of South Gate, war lec'hienn ar gêr (lennet d'an 09/07/2026)