Sorgo boutin
| Iskevrennad eus | useful plant, perennial plant |
|---|---|
| Anv berr | S. bicolor |
| Anv skiantel | Sorghum bicolor |
| Renk taksonomek | spesad |
| Takson uheloc'h | Sorghum |
| Has basionym | Holcus bicolor |
| This taxon is source of | camelina oil |
| Hardiness of plant | 2 |
| Taxon range | Republik Pobl Sina, Fujian, Rannvro Emren Tibet, Guangdong |
| Taxon author citation | L. Moench, (L.) Moench |
| GRIN URL | https://npgsweb.ars-grin.gov/gringlobal/taxonomydetail.aspx?id=35092 |
| Sequenced genome URL | https://plants.ensembl.org/Sorghum_bicolor |
Sorgo boutin, anvet ivez sorghum pe Sorghum bicolor zo ur c'herintiad geotegenn Sorghum. Ur blantenn bloaziek eo, met lod kenel a c'hall bezañ plantennoù bividik. Poulzañ a ra ar Sorgo e bodennoù hag a c'hall bezañ ken bras a 4 metrad uhelder. Ar greunenn a ra 2 betek 4 mm treuzkiz.
Ar sorgo a oa a orin eus Soudan da gentañ hag eno e oa bet kroget ar gounezerez. A orin eus Afrika hag Iskevandir Indez, gounezet e vez e rannvroioù gant metoù trovanel pe is trovanel evit ar greun. Ar pempvet ed eo a-fed gounezerez dre ar bed. Ar greun a vez implijet evit bouetañ an dud, padal ar blantenn a vez implijet evit bouetañ al loened ha produiñ etanol .
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implij denel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
S. bicolor a oa bet doñvaet 5000 vloaz 'zo e reter Soudan en takad ar stêrioù Atbara ha Gash.[2][3] Kavet ez eus bet roudoù arkeologel e Kassala e reter Soudan, istimet da vezañ eus 3500 betek 3000; ha liammet int gant sevenadurezh ar bobl Butana eus an Neolitik.[4] Ar bara sorgo a oa bet kavet e bezioù eus Egipt ragistorel, ur 5100 vloaz 'zo, ha war ziskouez eo e Mirdi egiptan, Torino, en Italia.[1]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 Pane di sorgo contenuto nel cesto S. 283; fa parte del corredo funerario infantile della mummia S. 278. Egyptian Museum, Turin. “S. 285, la 15 Vetrina 02”
- ↑ Carney, Judith (2009). In the Shadow of Slavery. University of California Press. 16 p. ISBN 978-0-5202-6996-5.
- ↑ "Earliest Evidence of Domesticated Sorghum Discovered | Sci.News" https://www.sci.news/archaeology/earliest-evidence-domesticated-sorghum-05271.html
- ↑ (2017) "Evidence for sorghum domestication in fourth millennium BC eastern Sudan: Spikelet morphology from ceramic impressions of the Butana Group". Current Anthropology 58 (5): 673–683. DOI:10.1086/693898