Sonioù bro saoz

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

1962-1970 : Sonioù nevez o tont eus Bro-Saoz

Tamm ha tamm' vez dilezet ar rock er stadoù unanet. Ar bloavezhioù '60 vo bloavezhioù' 60 vo bloavezhioù ar pop, ur sonerezh ijinet e Bro-Saoz, a-drugarez d'ar Beatles dreist-holl. Dont a reont a-benn da veskañ ar rock hag an hengoun saoz (teknikoù al lazoù-kanañ). O c'hanaouennoù a c'hell seblant diboell (ar c'homzoù da skouer), met al labour diwar-benn ar sonerezh hag o ijin a ra an difoc'h. War o lerc'h e teuio ur bern strolladoù all : The Rolling Stones, The Kinks, The Who...

Pa oa hanter varv ar rock er Stadoù Unanet, saveteet eo bet a-drugarez da strolladoù saoz. Strolladoù all a raio ur seurt sonerezh disheñvel : ar Beatles'zo mestr ar pop, The Kinks ha The Who a ijino a doare "mod" da seniñ, ar pezh a dalvez : ur sonerezh kreñv, ha reuz war al leurenn. The Who' eo ar strollad kentañ en deus distrujet binvioù-seniñ (gitaroù, taboulinoù...) war al leurenn.

The Who (1964), Bro-Saoz

Strollad savet e Londrez e 1964, gant : Roger Daltrey (kan), Pete Townshend (gitar), John Entwistle (gitar boud) ha Keith Moon (taboulinoù). The Who' oa ur strollad "mod". Da lavaret eo e plij dezho ar "scooter", ar sonerezh blues, hag e stourmont a-enep d'ar rock. O c'hanaouennoù "My Generation" (30 000 Skouerenn gwerzhet) a zeuio da vezañ kanaouenn ar re yaouank e Bro-Saoz. Brudet int ivez evit bezañ savet un "opera-rock" (Tommy).