Mont d’an endalc’had

Song Qingling

Eus Wikipedia

Soong Ching-ling (pe a-wechoù: Intron Sun Yat-sen) (27 a viz Genver 1893 - 29 Mae 1981) a oa un dudenn bolitikel brudet eus Sina ha trede gwreg Sun Yat-sen. Meur a garg a bouez he deus bet e gouarnamant Sina goude krouidigezh Republik Pobl Sina e 1949, en o zouez eilprezidantez Poellgor padus Kendalc'h Broadel ar Bobl. Koulskoude e voe rebechet kalz traoù dezhi e-pad an Dispac'h Sevenadurel ha digreskiñ a reas he roll er gouarnamant goude-se. Ganet e oa bet e Shanghai e 1893 ha marvet e Beijing e 1981. Bugel e oa da Charlie Soong ha Ni Kwei-tseng.