Sondhi Boonyaratklin
Sondhi Boonyaratklin | |
---|---|
Penn Kuzul evit an Adreizhadur Melestradurel | |
Er galloud | |
Er galloud adalek | 19 Gwengolo 2006 |
A-raok : | Thaksin Shinawatra |
2 Here 1946 | |
Strollad politikel | |
Micher | Penn-lu Arme Roueel Dhai |
Relijion | Islam |
Jeneral Sonthi Boonyaratglin (taieg: สนธิ บุญยรัตกลิน; LFE: [sŏntʰí bunjárátkalin]; Sonthi Bounyaratkalin hervez doare-skrivañ ar brezhoneg) bet ganet d'an 2 Here 1946 zo e penn lu Thailand. Muzulman eo hag an hini kentañ anezho eo e penn ul lu boudaek.
D'an 19 Gwengolo 2006 ez eas da 1añ Ministr dre un taol-stad.
Deskadur ha deroù e esped
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Studiañ a reas Sonthi Boonyaratglin en Akademiezh Vilourel Roueel Chulachomklao hag anvet e voe e 1969 en droadegiezh. Penn e voe da veur ag unanneoù.
E miz Eost 2004 e voe anvet eil penn al lu. Da penn-lu e voe anvet e miz Here 2005 a-drugarez da skoazell Surayud Chulanont, penn kozh al lu, ha Prem Tinsulanonda, prezidant ar c'huzul prevez ha alier ar roue Rama IX
Diemglev gant Thaksin Shinawatra
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel penn ar lu e asure Sondhi Boonyaratklin n'emello ket e enkadenn bolitikel a oa Thailand enni adalek 2005, daoust m'en doa disklaeriet : Doaniet e oa bet he Meurded gant an enkadenn, moarvat. Klemm a reas pa arnodas, en aner, Thaksin Shinawatra da lakaat kenskolidi e karg gwarnizon ar gêrbenn.