Mont d’an endalc’had

Sonderdienst

Eus Wikipedia
Sonderdienst
unvez milourel
Deiziad krouiñ1940 Kemmañ

Sonderdienst (brezhoneg: "Servijoù Ispisial") a oa unvezioù damsoudardel savet gant izili nann c'herman e servij an Alamagn nazi. Krouet e oant bet e tiriadoù dalc'het ar Gouarnamant Hollek e-kerzh dalc'herezh Polonia e-kerzh an Eil Brezel-bed. Savet e oant bet war skouer unvezioù an SS anvet Volksdeutscher Selbstschutz oberiant e distrig Warthegau e kronôg Polonia staget ouzh ar Reich e 1939.[1]

Ar Sonderdienst a oa bet savet d'ar 6 a viz Mae 1940 diwar atiz ar Gauleiter Hans Frank hag a oa mestr war Kraków dalc'het.[1] Da gentañ e oa ebt savet an aozadur gant alamanted etnek pe Volksdeutsche hag a veve e Polonia a-raok an dagadenn hag harpet o devoa an nerzhioù alouber ur wech krouet.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 The Erwin and Riva Baker Memorial Collection (2001). Yad Vashem Studies. Wallstein Verlag. 57–58 p.