Mont d’an endalc’had

Sonderaktion Krakau

Eus Wikipedia
Sonderaktion Krakau
police operation
ArvezIntelligenzaktion Kemmañ
StadTrede Reich Kemmañ
Lec'hKraków Kemmañ
Deiziad6 Du 1939 Kemmañ
PerzhiadGestapo Kemmañ
Bukennkelenner skol-veur, kelenner skol-veur, deportadur Kemmañ

Sonderaktion Krakau a oa bet un oberiadur alaman da voustrañ kelennerien ha skolveuridi eus skol-veur Jagielloński ha skolioù-meur all en tiriad dalc'het gant an Trede Reich e Kraków, e Polonia, e penn kentañ an Eil Brezel-bed[1]. Kaset e oa bet da benn e-kerzh ur steuñv ledanoc'h, anvet an Intelligenzaktion, evit kas da get intelektualed Polonia, dreist-holl er c'hêrioù bras evel e Kraków. Ar pal kuzh e oa peuralamanekaat al lec'hioù-se.

Dre ma oa kuzh an oberiadur eo treut an titouroù ha n'eo ket sklaer hag anvet e oa bet gant al lesanv Sonderaktion Krakau (oberiadur ispisial Kraków). An abeg d'an harzadennoù a oa bet roet d'ar gelennerien ur wech bac'het er c'hampoù.[2]

Nebeut amzer goude Aloubadeg Polonia gant an Nazied, d'an 19 a viz Here 1939, sened skol-veur Jagielloński en doa urzhiet e vije digoret ar skol-veur evit ur bloavezh-skol nevez, da gregiñ d'an 13 a viz Du[3]. An urzh-se a oa bet kemennet da bennadurezhioù an dalc'herezh alaman hag ar re-se ne oant ket savet a-enep[3]. En desped da-se, d'an 3 a viz Du, penn ar Gestapo e Kraków, an SS-Obersturmbannführer Bruno Müller, en doa roet urzh da rektor ar skol-veur, ar c'helenner Tadeusz Lehr-Spławiński da zont gant e gelennerien da arvestiñ e brezegenn war ar steuñvioù deskadurezh alaman evit Polonia. Savet e oa ar rektor a-du ha kaset gantañ pedadennoù dre ar skol-veur evit un emvod da vezañ dalc'het er greizenn velestradurel e savadur ar Collegium Novum. D'ar 6 a viz Du, er sal niverenn 66 (hiziv niverenn 56[4]) da greisteiz, an holl gelennerien skol-veur ha kouvidi a oa erruet; en o zouez e oa 105 kelenner ha 33 lenner eus ar skol-veur, pevar eus Skol-veur ekonomiezh Kraków ha pevar eus Lublin ha Wilno[5][6]. Bez e oa ivez 34 a gelennerien ha doktored eus Skol-veur ar skiantoù ha teknologiezh AGH[5], ha ne oant ket o vont da gemer perzh er bloavezh-skol, hag o devoa un emvod dezho en ur sal e-kichen[7].

An holl skolveuridi a oa deuet-tre er sal, met ne voe ket eus ur Vortrag (prezegenn) war an deskadurezh. En he lec'h e voe embannet gant Müller ne oa ket ar gwir gant ar skol-veur da gregiñ gant ur bloavezh-skol nevez hag e oa Poloniz tud enebet ouzh ar skiant alaman hag e oa trubarded anezho. An holl a voe harzet goude-se war blas gant poliserien armet, furchet, ha kaset er-maez. Ul lod eus ar gelennerien bouezusañ a voe skoet ganto, ur flac'had evit (Stanisław Estreicher) hag un taol lamm-fuzuilh goude-se. Ouzhpenn-se e oa bet harzet 13 pe 15 implijad eus ar skol-veur, pe studierien hag a oa tro-dro d'al lec'h, ha prezidant Kraków, Dr Stanisław Klimecki hag a voe harzet en e di diouzh an abardaez[6].

Ar 184 prizoniad a voe kaset betek un toull-bac'h er straed Montelupich[5], goude-se da gazarn Mazowiecka, ha tri devezh war-lerc'h e oant kaset d'un toull-bac'h e Breslau, en Alamagn (Wrocław, e Polonia hiziv-an-deiz). Eno e voent dalc'het 18 devezh, rannet e daou strollad: unan d'ar greizenn vac'h (Untersuchungsgefängnis, 1 straed Świebodzka), hag egile d'ar Strafgefängnis ur greizenn gastiz en 35 straed Kleczkowska. Ar Gestapo ne oa ket prest d'ober war-dro un niver ken bras a brizonidi degaset en un taol, ha gortozet o devoa ar gwir da zeportiñ anezho da v-Buchenwald. Leun-chouk e oa ar c'hamp, ha d'ar 27 a viz Du 1939, diouzh an noz, e oant bet lakaet en un tren ha kaset da gamp Sachsenhausen lec'hiet en tu all da Verlin[8], hag e miz Meurzh 1940 e oant bet kaset da gamp Dachau nepell diouzh München goude ma vije bet harzet kelennerien skol-veur yaouank all ha kaset ganto[6].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Grażyna Zawada (November 15, 2007). Anniversary of "Operation Sonderaktion Krakau". Krakow Post – Poland News, Events, Lifestyle.
  2. Gwiazdomorski (1975), p. 147
  3. 3,0 ha3,1 Gwiazdomorski (1975), pp. 11–15
  4. Sonderaktion Krakau Muzeum Uniwersytetu Jagiellońskiego newsletter 1/10/2015
  5. 5,0 5,1 ha5,2 Paweł Rozmus (November 2006). Kto Ty jesteś… czyli rozważania w rocznicę Soderaktion Krakau. BIP 159.
  6. 6,0 6,1 ha6,2 Mateusz Łabuz. Sonderaktion Krakau. Uniwersytecka wojna. (gant listenn glok ar 184 prizoniad hervez o anv). Druga Wojna Swiatowa.
  7. Gwiazdomorski (1975), pp. 19–20
  8. Więźniowie Sonderaktion Krakau. Alma Mater. Jagiellonian University.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.