Solamente una vez

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Solamente una vez zo ur ganaouenn spagnolek hag ur bolero savet gant ar c'haner-sonaozer mec'hikan Agustín Lara (1900-1970) [1]; deuet eo da vout ur ganaouenn glasel kanet gant kalz kanerien.

Dediet e voe gant Lara da José Mojica, ur c'haner tenor hag aktour hag a oa o vont da lean fransiskan : hennezh an hini a ganas anezhi da gentañ e 1941 er film Melodías de América (sevenet gant Eduardo Morera).

Kanerien spagnolek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Solamente una vez" zo bet kanet gant Sara Montiel, Daniel Rodríguez, Quartetto Gelato, Arielle Dombasle[2], Benny Moré, Ignacio Piñeiro, Pedro Vargas, Julio Iglesias[3], Roberto Carlos, Andrea Bocelli[4], Chucho Valdés, Plácido Domingo, Nat King Cole, Marty Robbins, Lucho Gatica, Guadalupe Pineda, Roland Shaw & His Orchestra, Luis Miguel, Connie Francis (e spagnoleg ha saozneg penn-ouzh-penn)[5], Ely Guerra y Alondra de la Parra [6].

Saozneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou zoare saoznek zo.

  • unan anvet You Belong to My Heart, gant Ray Gilbert.
  • unan all anvet "Only Once in My Life", skrivet gant Janis ha Rick Carnes, embannet en 1998.

"You Belong to My Heart" zo bet kanet er film "The Three Caballeros", graet gant ar gompagnunezh Disney, komzoù saoznek gant Ray Gilbert, kanet gant Dora Luz. Pell a-walc'h eo komzoù saoznek Gilbert eur re spagnolek Lara.

Enrollet eo bet en albom Classic Disney: 60 Years of Musical Magic

Klevet e vez ivez er bladenn Million Dollar Quartet, hag Elvis Presley[7], o kanañ anezhi.

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un doare brezhonek zo ivez.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. https://www.youtube.com/watch?v=96NzAzGIWoI Gant Agustín Lara.
  2. https://www.youtube.com/watch?v=lkKrNNjW9o8 Gant Arielle Dombasle
  3. https://www.youtube.com/watch?v=kEFfQhHjLrM
  4. https://www.youtube.com/watch?v=1iCHNCtoqqQ
  5. https://www.youtube.com/watch?v=mGMnJ2JdJZY
  6. https://www.youtube.com/watch?v=L7AX3jAMbOE
  7. https://www.youtube.com/watch?v=Fh1ozpKrD_I