Sofia (prederouriezh)

Sophia, pe Sofia (gresianeg : σοφία, furnez) pe sapientia, sapienza (latin) zo ur meizad e-kreiz ar brederouriezh hag ar relijion hellenek, er blatonegezh hag er gnostikelezh. Ar ster da gentañ a oa gouiziegezh, barregezh, ster diwezhat an termen (tost da ster phronesis : furnez, spered) a oa bet stummet kalz gant an termen philosophía (karantez ar furnez) evel ma oa bet implijet gant Platon.
Ar sofiologiezh zo ur meizad prederouriezhel a denn d'ar furnez hag ur meizad doueoniel a denn da furnez gwregel Doue. Evit Sokrates ha Platon eo ar sofia ur vertuz a ro tu dezhañ da welout an diazezoù (esence). Er metafizik e vez merket "petra eo an dra", e natur, evel disheñvel diouzh ar bezañs, a zo "an ober bezañs unan bennak pe un dra bennak" : un oberenn[1].
E dibenn ar VIvet kantved e oa santez Sofia hag he zeir merc'h, ar santezed Feiz, Esperañs ha Karantez. Abaoe an Henamzer eo bet displeget an hengoun-se evel un doujañs d'an tudennoù allegorek, hag ar strollad sent-se a zeuas da vezañ brudet en ikonografiezh reizhkredennek Rusia[2],[3].
Er brederouriezh henc'hresianek e oa diazezet ar meizad sofia war div bennaenn : ar santidigezh, hag ar weledigezh[4]. Er brederouriezh e talvez ar santidigezh eus ar galloud da zegemer santimantoù. Ar weledigezh zo un doare da gompren bezañs Doue, pe un doueelezh, pe un anadenn dreistnaturel.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Claude Romano, Essence/Existence, 2020, L’identité. Dictionnaire encyclopédique
- ↑ (de) Saxer, Victor (1993). Sophia v. Rom. Lexikon für Theologie und Kirche. Vol. 9. Herder. pp. 733f
- ↑ (de) Ekkart Sauser (2000). Fides, Spes und Charitas: hl. Märtyrerinnen. Biographisch-Bibliographisches Kirchenlexikon Vol. 17. Herzberg: Bautz
- ↑ (it) Bruno Centrone, Istituzioni di storia della filosofia antica, Pisa, 1970