Snorkel
Schnorchel (stumm alamanek), pe snorkel a vez graet eus un duellenn implijet gant al listri-spluj evit gellet pakañ aer en ur vezañ dindan an dour. Izili ar Royal Navy a ra snort eus ar benveg. Ijinet e voe gant ijinourien izelvroat hag implijet stank gant an U-bootoù alaman e-kerzh an Eil Brezel-bed[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok krouidigezh an nerzh nukleel, al listri-spluj a oa bet krouet evel listri war-c'horre ar mor dreist-holl hag a c'helle mont dindan vor evit tec'hout kuit pe tagañ e-kerzh an devezh. Betek implij ledanoc'h-ledanañ ar radar, goude 1940, e oa gwelloc'h d'al listri-spluj tagañ diouzh an noz en ur vezañ war-c'horre an dour evit bezañ dindan vor, dre ma oa efedus ar sonar evit merzout listri dindan vor ha ket war vor. Dre ma oa bet gwellaet ar radarioù pa bade ar brezel, al listri-spluj (dreist-holl an U-bootoù alaman e-kerzh Emgann ar Meurvor Atlantel) a oa bet rediet da dremen muioc'h-muiañ a amzer dindan ar mor. Implij a raent kefluskerioù tredan en degouezh-se met ne oa ket tu dezho na da fiñval bliv, na da fiñval e-pad pell[2].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Keegan, John (1989). The Price of Admiralty. New York : Viking. 280 p. ISBN 0-670-81416-4.
- ↑ Werner, Herbert (1969). Iron Coffins. Orion Books Ltd. ISBN 9780304353309.