Mont d’an endalc’had

Sniper: The White Raven

Eus Wikipedia
Снайпер – Білий ворон
Sniper – The White Raven

TitlСнайпер – Білий ворон
TachennFilm birvidik
Bro orinBanniel Ukraina Ukraina
Produet2021
Embannet24 a viz Eost 2022 (En Ukraina)[n 1]
Yehoù orinUkraineg, rusianeg

  1. Embannet e oa bet a-raok war Internet en Alamagn ; gwelit an deizdiadoù er bed war IMDb.

Sniper: The White Raven (ukraineg : Снайпер – Білий ворон Snayper – Bilyy voron, brezhoneg : "Sniper – ar vran wenn") zo ur film brezel ha birvidik ukrainat skrivet gant Maryan Bushan ha Mykola Voronin, sevenet gant Maryan Bushan hag embannet gant UM-Group d'ar 24 a viz Eost 2022[1][2].

E 2019 e oa bet kroget al labour war ar film. Ar film drama-brezel-se a zo bet enoret en 11vet kenstrivadeg Ajañs Stad Ukraina ar filmoù, hag ar film a zo bet arc'hantaouet gant an ajañs gant 23 946 572 hryvnia (80% eus koust ar produiñ[3]).

Diazezet eo ar film war oberoù ar sniper ukrainat gwir Mykola Voronin, engouestlet er brezel an Donbas e 2014, goude muntr e wreg gant soudarded rusian, ha lesanvet Ar Vran[4].

E deroù ar film eo pourveziet an haroz gant ur garabinenn damaotomatek SKS mod-kozh, dezhi ul lunedenn PU ; goude-se e resev un SVD warni ul lunedenn PSO[4].

  • Pavlo Aldoshyn - Mykola (Bran wenn)
  • Maryna Koshkina, Кошкіна Марина Олександрівна - Nastya
  • Roman Semysal, Семисал Роман Володимирович - Komandant brigadenn
  • Andriy Mostrenko - Cap
  • Oleg Drach, Драч Олег Тарасович - Syeryy
  • Roman Yasinovskyi, Ясіновський Роман Володимирович - Klim
  • Vadym Lyalko, Вадим Лялько - Komandant ar GRU
  • Oleg Shulga, Шульга Олег Анатолійович - Danav
  • Petro Nedzelsky - Komandant ar pennlec'h milourel

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (uk) Снайпер. Білий Ворон. Kavet : 22 Ebrel 2025.
  2. (fr) SensCritique. Kavet : 22 Ebrel 2025.
  3. (uk) Укладено договір на виробництво фільму "Білий ворон". Kavet : 22 Ebrel 2025.
  4. 1 2 (fr) LE ROUGE Olivier, "Sniper : le Corbeau blanc", Cibles n°649, miz Gouere 2024, pp. 24-25