Mont d’an endalc’had

Smyrna (Georgia)

Eus Wikipedia
Ur pennad Smyrma zo ivez.
Ti-kêr Smyrna.

Smyrna zo ur gêr e kontelezh Cobb, e Georgia (Stadoù-Unanet Amerika). En ur 24 c'hilometr bennak e gwalarn Atlanta emañ. E 2020 e oa 55.663 annezad[1].

Anvet eo ar gêr diwar Smyrna (e-kichen İzmir, Turkia hiziv an deiz), a zo meneget er Bibl.

E 2022, an tri embregerezh a implije ar muiañ a dud e Smyrna e oa United Distributors (kenwerzh alkol, 800 labourer) ; Glock (armoù-tan, 638 implijad) ; hag UCB (produioù apotikerezh, 499 labourer)[2].

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Smyrna City, Georgia, United States Census Bureau (lennet d'ar 27/01/2026)
  2. (en) City of Smyrna, Georgia Annual Comprehensive Financial Report, Department of Finance, Smyrnia, 2022