Mont d’an endalc’had

Smith & Wesson Model 500

Eus Wikipedia
Smith & Wesson Model 500


Ur revolver Smith & Wesson Model 500
Kinnig
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Revolver un-ober/daou-ober
Munision .500 S&W Magnum
Produer Smith & Wesson
Mare produiñ Abaoe 2003
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) Etre 1,59 kg ha 2,26 kg (hervez hirder ar c'hanol)
Hirder ar c'hanol 2,75' (69 mm)
3,5' (89 mm)
4' (02 mm)
6,5' (165 mm)
7,5' (191 mm)
8⅜' (211 mm)
8,5' (267 mm)

Endalc'h Taboulin 5 tenn
Hed-tenn efedus 50 m
Hed-tenn d'ar muiañ 100 m
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Smith & Wesson Model 500 zo ur revolver un-ober ha daou-ober savet gant an embregerezhioù stadunanat Smith & Wesson ha Cor-Bon, ha gwerzhet abaoe 2003. Un daboulin 5 tenn en deus. Meur a hirder kanol a vez kinniget : 2,75', 3,5', 4', 6,5', 7,5', 8'⅜ pe 10,5'. Savet eo diwar framm X Smith & Wesson, o hini brasañ[1].

Gwelet e vez evel ar revolver galloudusañ a gaver war ar marc'had abalamour d'e vunision .500 S&W Magnum. Un argil bras en deus[2]. Savet eo bet evit gellet chaseal forzh peseurt loen bras e Norzhamerika gant ur revolver.

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abalamour d'e vent ha d'e c'halloud e weler ar revolver e meur a film birvidik stadunanat, en o zouez reoù ar frañchizoù Jurassic Park ha John Wick. Implijet e vez gant tudenn Jax Teller er stirad Sons of Anarchy.

E c'hoarioù video eus ar frañchizoù Resident Evil ha Call of Duty e c'haller implijout anezhañ peurgetket. An arm a c'hall bezañ divontet e World of Guns: Gun disassembly ivez[3]..

  1. ↑ (en) HOOVER Jeff, [https://gunsmagazine.com/ammo/the-magnificent-500-sw-magnum/ The Magnificent 500 S&W Magnum], Guns Magazine, 2001 (lennet d'an 13/02/2026)
  2. ↑ (en) SOLOMON Brett, Gun Review: Smith & Wesson 500 Magnum Revolver, The truth about guns, 09/05/2010 (lennet d'an 13/02/2026)
  3. ↑ (en) Smith & Wesson Model 500, IMFDB (lennet d'an 12/02/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan