Mont d’an endalc’had

Slave states and free states

Eus Wikipedia
Kartenn fiñv o tiskouez at Stadoù pe tiriadoù dieub/slavelour er stadoù-Unanet, 1789–1861. Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a oa tarzhet e 1861. An 13vet mennad, lakaet da dalvezout d'ar 6 a viz Kerzu 1865, a roe lamm da vat d'ar sklaverezh er vro.

A-raok 1865 e Stadoù-Unanet Amerika, ur Stad sklavour (saozneg: Slave State) a oa ur Stad lec'h ma oa ar sklaverezh un diazez d'an ekonomiezh en un doare aotreet hervez lezenn, tra ma oa ur Stad dieub (saozneg: Free State) unan lec'h ma oa difennet ar sklaverezh.

Etre 1812 ha 1850 e oa gwelet evel un diaz politikel ret gant ar Stadoù sklavelour e chomje izeloc'h an niver a Stadoù dieub eget an niver a Stadoù sklavelour ; dre-se ar Stadoù nevez a veze degemeret div-ha-div en unaniezh. E gwirionez e oa un nebeud sklaved en darn eus ar Stadoù Dieub betek 1840 da nebeutañ. Dre Diferadenn ar sklav tec'het kuit eus ar vonreizh stadunanat, evel ma oa bet degaset gant Diferadenn ar sklav tec'het kuit eus 1793 hag hini Diferadenn ar sklav tec'het kuit eus 1850, e oa bet embannet sklaer ne zeue ket da vezañ dieub ur sklav tec'het kuit diouzh ur Stad sklavelour hag aet e-barzh unan dieub. Ouzhpenn-se e oa sañset bezañ adkaset d'e vistri. A-feur ma veze ouzhpennet lezennoù war ar fed-se e oa deuet da vezañ gwashoc'h-gwashañ an eskemmoù etre Stadoù dieub ha sklavelour.