Skritur oriyek

Implijet e vez ar skritur oriyek evit skrivañ an oriyeg, ur yezh komzet gant 22 vilion a dud en Orissa (India).
Diorroet e voe ar skritur oriyek diwar ar skritur kalangek, diorroet d'e dro diwar ar skritur bramek. Un abugida eo ar skritur oriyek neuze, evel an darn vrasañ eus an doareoù-skrivañ implijet evit skrivañ yezhoù indezek.
Ront eo al lizherennoù evit gallout o skrivañ war delioù palmez hep o zorriñ.
Vogalennoù ar skritur oriyek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Setu stummoù distag ar vogalennoù hag ivez ar stummoù stag implijet gant ar gensonenn k :
![Ar vogalennoù distag ha stag (diwar Omniglot [1]](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/br/3/3d/Oriya_vwl.gif)
Kensonennoù ar skritur oriyek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Setu kensonennoù ar skritur oriyek hervez an urzh hengounel :

Sifroù ar skritur oriyek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Setu ar sifroù implijet evit skrivañ an niverennoù en oriyeg :
