Skrid-embann Naoned

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Skrid-emglev naoned)
Skrid-embann Naoned
edict, edict of French kingdom
Deiziad krouiñ13 Ebr 1598 Kemmañ
Anvet diwarNaoned Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Lec'h diazezNaoned Kemmañ
Danvez pennañfreedom of religion Kemmañ
Deiziad embann13 Ebr 1598 Kemmañ
SignatoryHerri IV Kemmañ
Skrid-embann Naoned. Pajenn 24 dielloù broadel Bro-C'hall.

Skrid-embann Naoned zo un destenn embannet e miz Ebrel 1598 gant Herri IV, roue Bro-C'hall.
Ar skrid-emglev-se a ro frankiz d'ar brotestanted e Bro-C'hall da lidañ o relijion, da gaout gwirioù keodedel ha politikel er vro. E lodennoù eus tiriad ar rouantelezh e vez krouet lec'hioù goudor (brevets) d'ar brotestanted ; ouzhpenn-se e vez roet dezho ur sammad arc'hant bloaziek tennet eus an teñzor roueel.

Ur wech embannet ar skrid e voe echuet gant Brezelioù ar Relijion e Bro-C'hall, a oa bet drastus d'ar rouantelezh abaoe 1562.

Kollet eo bet ar skrid orin sinet ha siellet e Naoned, ha n'eo anavezet nemetken dre un eilskrid a zo e Levraoueg Geneva(BGE). Deiziadet e miz Ebrel 1598 eo an eilskrid, met tost asur eo e voe skrivet diwezhatoc'h ; lakaet eo bet da dalvezout evel skrid gwirion ha lakaet da dremen dirak ar parlamantoù evit bezañ enrollet.

Terridigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrid-terriñ skrid-embann Naoned, 22 a viz Here 1685.

Dre ur skrid-embann nevez anvet Skrid-embann Fontainebleau ha sinet gant ar roue Loeiz XIV e miz Here 1685 e voe lakaet didalvoud Skrid-embann Naoned, 87 vloaz goude bezañ bet lakaet da dalvezout.

Kenarroud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sinet e voe Skrid-embann Naoned pa oa ur brezel diabarzh relijiel graet Brezelioù ar Relijion anezhañ o ren e Bro-C'hall.
Pal ar skrid-emglev a oa echuiñ gant ar brezelioù drastus-se a oa o rivinañ ar vro. Ne voe ket ar c'hentañ skrid-embann bet embannet e Bro-C'hall o klask sioulaat an darempredoù gant ar relijion reizhet.
Goude un daou-ugent vloaz bennak a vrezel, Charles IX en devoa sinet Skrid-embann Saint-Germain (pe skrid-embann Genver) d'ar 17 a viz Genver 1562. Ar memes spered a oa dija evit hini Naoned : reiñ muioc'h a frankiz d'al lid protestant er rouantelezh.

Herri IV

Ar roue Herri IV en devoa ivez abegoù personel a zispleg e harp d'ar skrid-embann : a-raok dont da vezañ roue e 1589 e oa bet troet d'ar brotestantiezh, ha chomet e oa tost d'ar brotestanted abaoe petra bennak ma oa troet d'ar feiz katolik e 1593 dre redi evit ma vefe asuroc'h e ren. Lavaret e vez en dije disklêriet Paris vaut bien une messe, "Pariz a dalvez a-walc'h un oferenn" ; en gwirionez ne ouier ket daoust ha disklêriet e oa bet ar frazenn-se, na gant piv ; marteze e vefe bet gant Maksimilian, kamalad bras ha kuzulier ar roue.