Skoueriou kristen eil rummad gant eur Missioner Breizad

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Skoueriou kristen eil rummad, savet gant eur Missioner Breizad, zo ul levr brezhonek, diwar-benn sent katolik a bep seurt, 272 bajenn ennañ, savet gant ar beleg breizhat Jean Bourdoulous, hag embannet e 1911 gant J. Salaun e Kemper.


Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seiz vloaz a-raok, e 1904, e oa bet embannet Skoueriou kristen gant eur Missioner Breizad, ul levr 256 pajenn ennañ, gant Jean Bourdoulous, e Kemper.

Ar golo[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War ar golo kartoñs kalet ruz, skrivet e lizherennoù alaouret, e lenner :

  • EUR MISSIONER BREIZAD
  • SKOUERIOU KRISTEN
  • EIL RUMMAD

Danvez al levr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul levr a skouer vat eo, ha rannet e c'hwec'h lodenn :

  1. LODEN GENTA : Hano ha merk ar c'hristen
  2. EIL LODEN : Guirionezou ar "Gredo"
  3. TREDE LODEN : Ar gourc'hemennou
  4. PEDERVED LODEN : Ar pec'hed e jeneral hag ar 7 pec'hed kapital
  5. PEMPED LODEN : Ar Beden hag ar Zakramanchou
  6. C'HOUECHVED LODEN : An devosionou kaera

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]