Skoroù moullañ

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Skor moullañ a reer eus ur c'horreenn skoueriekaet he mentoù ma lakaer liv da voullañ un teul. [1] Peuliesañ e vez graet al labour-se gant ardivinkoù arbennik : gwaskerell, luc'heilerez, moullerez, pelleiler.

Dezverkoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pevar dezverk zo da renkañ ar skoroù moullañ enne.

♦ Ar grammadur

Pouez e grammoù dre metrad-skouer ar skor eo ar grammadur : tevoc'h eo ur follenn baper 200 g eget unan a-vent 80 g. Seul bounneroc'h 1 m² paper, seul devo'h e vo neuze. Evit ar paper dreist-holl eo talvoudek ar grammadur.

♦ Ar seurt

Renket e vez ar skoroù moullañ dre o danvez. Setu amañ un nebeud skouerioù evit ar paper hepken.

  • Ar paper reizh, kenderc'het war-eeun dre wiennoù plant
  • Ar paper adkelc'hiet, diwar paper kozh
  • Ar paper treuzwelus (mezell eo e gwirionez)
  • Ar paper treuztresañ, kenderc'het dre lakaat paper reizh da soubañ e-pad un nebeud eilennoù en drenkenn sulfurek (H2SO4)
  • Ar paper gwrezel, kinniget a-veniadoù evit ar moullerezioù gwrezel
  • Ar paper luc'hskeudenniñ
♦ Ar berzhded

Kement a berzhdedoù hag a brizioù zo evit ar skoroù moullañ. Alies e teu o ferzhded eus an doare d'o kenderc'hañ : perzh ha roud an neudennoù, danzeadur kimiek, liv, lufr, harz ouzh ar skrabañ hag ar regiñ. Hervez perzhded ar skor e vo gwell pe welloc'h perzhded ar moullañ hag e vo nebeut pe nebeutoc'h a stonkañ e red ar paper en ardivinkoù, er moullerezioù dreist-holl.

♦ Ar vent

Skoueriekaet eo mentoù ar skoroù, hervez lezennoù etrebroadel evel ar reol ISO 216 hag a dermen ar mentoù A, B C, a vez arveret e Breizh (e.g. A4, 210 x 297 [[metr|mm). Reolioù all zo, evel ar mentoù gall AFNOR (e.g. Raisin, 500 x 650 mm) pe re SUA (e.g. Executive, 267 x 203 mm).

Arver[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liesdoare eo ar skoroù moullañ a vez arveret er burevioù. War baper reizh gwenn 80 g/m² ment A4 e vouller peurliesañ, hogen paper reizh a bep seurt liv hag a ventoù all zo ivez. Warnañ e vez moullet ar peurvuiañ eus an teulioù gant an ardivinkoù burevek arnevez. Hervez an ardivinkoù e c'heller implijout ur skalf grammadur 160 – 250 g/m², zoken evit ar re nevesañ eus ar moullerezioù. Ne vez ket graet skoroù moullañ gant ar paper reizh e c'hrammadur gwell uheloc'h eget 250g/m² ; kartoñs a implijer kentoc'h.

An hevelep labour a c'hell bezañ graet war paper adkelc'hiet. Pa oa bet lakaet war ar marc'had ar paper-se ne oa ket bet gwall briziet en abeg ma ne oa ket brav e berzhded : gwenn-melen e oa kentoc'h eget gwenn, kalz poultrenn baper a leze en ardivinkoù pa veze sec'h, hag alies e veze gleb abalamour ma tape al leizhien, ar pezh a rae e oa fall-put alies ar moullañ. Hogen adalek kreiz ar bloavezhioù 2000 ez eo deuet da vezañ kenkoulz war-vete e berzhded ha hini ar paperoù all.

Ar mentoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reol ISO 216[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jedet eo bet ar reol ISO 216 evit ma virfe ar skor ar c'henfeur √2 etre e hirder hag e ledander pa vez daoubleget pe troc'het e daou damm, kement-se evit krennañ ar c'holl pa vez masikodet hag evit fardañ levrioù dre blegañ. Niverennet 0 eo ar skor brasañ, ha dre zaoublegañ e termener ment ar skoroù all betek an hini bihanañ, a zo niverennet 10 peogwir e ez eo bet daoubleget ar skor 0 dek gwech.
Tri rummad mentoù zo : A zo diazezet war ar vent A0 (1 m², 1 189 x 841 mm), B (B0 : 1,414 m², 1 000 x 1 414 mm) ha C (C0 : 1,190 m², 917 x 1 297 mm).

Ment ar paper hervez ar reol ISO 216
Ment A Ment B Ment C
Ment mm × mm Meutad x meutad px (300 px/") Ment mm × mm " x " px (300 px/") Ment mm × mm " x " px (300 px/")
A0 841 × 1189 33.1 × 46.8 9930 × 14040 B0 1000 × 1414 39.4 × 55.7 11820 × 16710 C0 917 × 1297 36.1 × 51.1 10830 × 15330
A1 594 × 841 23.4 × 33.1 7020 × 9930 B1 707 × 1000 27.8 × 39.4 8340 × 11820 C1 648 × 917 25.5 × 36.1 7650 × 10830
A2 420 × 594 16.5 × 23.4 4950 × 7020 B2 500 × 707 19.7 × 27.8 5910 × 8340 C2 458 × 648 18.0 × 25.5 5400 × 7650
A3 297 × 420 11.7 × 16.5 3510 × 4950 B3 353 × 500 13.9 × 19.7 4170 × 5910 C3 324 × 458 12.8 × 18.0 3840 × 5400
A4 210 × 297 8.27 × 11.7 2481 × 3510 B4 250 × 353 9.84 × 13.9 2952 × 4170 C4 229 × 324 9.02 × 12.8 2706 × 3840
A5 148 × 210 5.83 × 8.27 1749 × 2481 B5 176 × 250 6.93 × 9.84 2079 × 2952 C5 162 × 229 6.38 × 9.02 1914 × 2706
A6 105 × 148 4.13 × 5.83 1239 × 1749 B6 125 × 176 4.92 × 6.93 1476 × 2079 C6 114 × 162 4.49 × 6.38 1347 × 1914
A7 74 × 105 2.91 × 4.13 873 × 1239 B7 88 × 125 3.46 × 4.92 1038 × 1476 C7 81 × 114 3.19 × 4.49 957 × 1347
A8 52 × 74 2.05 × 2.91 615 × 873 B8 62 × 88 2.44 × 3.46 732 × 1038 C8 57 × 81 2.24 × 3.19 672 × 957
A9 37 × 52 1.46 × 2.05 438 × 615 B9 44 × 62 1.73 × 2.44 519 × 732 C9 40 × 57 1.57 × 2.24 471 × 672
A10 26 × 37 1.02 × 1.46 306 × 438 B10 31 × 44 1.22 × 1.73 366 × 519 C10 28 × 40 1.10 × 1.57 330 × 471


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Huz (toner) a lakaer pa reer gant ur voullerez dre laser.