Mont d’an endalc’had

Skol normal uhelañ Paris-Saclay

Eus Wikipedia

Skol normal uhelañ Paris-Saclay (galleg : École normale supérieure Paris-Saclay), a vez graet ENS Paris-Saclay, ENS-PS pe Normale Sup’ Saclay anezhi ivez, a zo unan eus ar peder Skol Normal uhelañ e Bro-C'hall. Emañ he c'hampus e Gif-sur-Yvette, nepell diouzh Pariz.[1]

En 1912 e oa bet savet Skol normal uhelañ an deskadurezh vicherel (École normale supérieure de l'enseignement technique [ENSET]), a oa deuet da vezañ École normale supérieure de Cachan e 1985, ha da heul École normale supérieure Paris-Saclay e 2014. E 2019 e kemeras perzh e diazezadur ar Skol-veur nevez Paris-Saclay (université Paris-Saclay)[2][3].

Stummet e vez ar studierien hag ar studierezed enni war micherioù ar gelennadurezh hag an imbourc'h. Kelenn a reer enni ar skiantoù diazez ha skiantoù natur, an ijinouriezh, ar skiantoù den ha skiantoù sokial, hag ar yezhoù.[4]

  1. Ecole normale supérieure Paris-Saclay
  2. Ecole normale supérieure Paris-Saclay Histoire de l'école
  3. Université Paris-Saclay
  4. Ecole normale supérieure Paris-Saclay Formations