Skol Normal
Skol normal zo un termen hollek, troet diwar ar galleg École normale, a ya da envel kement ensavadur a zo e bal pourvez ur stummadur micherel da vistri an deskadurezh kentañ (mistri-skol). Skol ar vistri, Skol-vistri ha Skol ar gelennerien a reer ivez eus ur Skol Normal. Pa vez ouzhpennet an adanv doareañ »uhelañ » ez eus kaoz eus un ensavadur deskadurezh uhel, e bal lakaat ar studierien da dapout an agregasion (e Bro-C’hall) ha kelenn pe ober enklaskoù er skolioù-meur, ma kavont ur plas. Meur a Skol normal zo Bro-C’hall :

- Peder Skol normal uhelañ (École normale supérieure[1]), a zo ensavadurioù deskadurezh a live uhel evit stummañ kelennerien hag enklaskerien.
- Ar Skol normal uhelañ (École normale supérieure - ENS) er straed Ulm, e Pariz ; e-doug an Dispac'h Gall e voe diazezet, ha ne veze degemeret nemet studierien yaouank enni. E 1985 e voe kendeuzet gant Skol normal uhelañ ar merc'hed yaouank (École normale supérieure de jeunes filles), bet krouet e 1881 e Sèvres.
- Skol normal uhelañ Lyon (École normale supérieure de Lyon), savet diwar gendeuziñ Skol normal uhelañ Saint-Cloud (paotred) gant Skol normal uhelañ Fontenay-aux-Roses (merc'hed).
- Skol normal uhelañ Paris-Saclay (École normale supérieure Paris-Saclay), anvet ENS Cachan gwezhall, hag he deus kemeret lec'h Skol normal uhelañ an deskadurezh vicherel (École normale supérieure de l'enseignement technique [ENSET]).
- Skol normal uhelañ Roazhon (École normale supérieure de Rennes), bet krouet e 2013.
E pep departamant gall e voe diazezet ur Skol normal evit stummañ mistri kentañ derez, unan evit ar baotred hag unan all evit ar merc’hed. E 1989 e voent kaset da get, an Ensavadurioù skolveuriek evit stummañ ar vistri (Institut universitaire de formation des maîtres [IUFM]) o kemer o lec'h ; e 2013, Skol uhelañ ar c'helennerezh hag an deskadurezh (École supérieure du professorat et de l'éducation [ESPE]) a gemeras lec'h an IUFM, hag e 2019 e voe Ensavadur broadel uhelañ ar c'helennerezh hag an deskadurezh ('Institut national supérieur du professorat et de l'éducation [INSPE]) o kemer lec'h an ESPE.
- Skol normal ar sonerezh Pariz (École normale de musique de Paris), un ensavadur prevez.
- Ar Skol normal katolik, ensavadur prevez.
- Ar Skol normal arbennik (École normale spécialisée), bet diazezet e 1947 e Beaumont-sur-Oise, a voe troet e 1951 e Kreizenn vroadel ar bedagogiezh arbennik (Centre national de pédagogie spéciale [CNPS][2], hag e 1973 e Kreizenn vroadel ar studi hag ar stummadur evit an azasaat ouzh ar skol hag an deskadurezh arbennik (Centre national d'études et de formation pour l'adaptation scolaire et l'éducation spécialisée)[3].
-
ENS Pariz
-
ENS Paris-Saclay
-
ENS Lyon
-
ENS Roazhon